Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
andre lavanant
andre lavanant
- Communiqué de presse -
Andre Lavanant : komzoù sklaer evit ul listenn a rafe muioc'h evit ar brezhoneg ?
Evit an den a zo bet prezidant Diwan, Stumdi ha Dizale, eo sklaer an hent. Poent eo cheñch penn d'ar vazh
Fanny Chauffin Par FC le 31/10/15 22:13

Evit an den a zo bet prezidant Diwan, Stumdi ha Dizale, eo sklaer an hent. Poent eo cheñch penn d'ar vazh.

"Evit ar poent e vez dispignet seizh milion hanter a euroioù e-barzh ar bolitikerezh evit ar brezhoneg gant ar Rannvro. Ni (listenn Ya Breizh) a gavje 10 milion ha 15 milion e fin ar prantad. E bro Euskadi zo 93 milion, da lavarout eo 12 gwech muioc'h evidomp. E Bro Korsika e vez lakaet 7 euro dre Gorsad evit ar bolitikerezh yezh, 21 euro e Katalunia, hag e Breizh 2,50 euro."

Ret eo mont buanoc'h hervezañ. Pa oa 8% a gresk e 2005 evit ar c'helenn divyezhek n'eus 'met 3% gant an teir hentenn e 2015. Ar pal a oa 20 000 bugel divyezhek e 2015 ha benn ar fin e oant 15 500 e 2015. "Paseal a rafemp eus 3% da 10%, evit en em gaout da 10% a geidenn. "

Ar pal a vefe en em gavout gant 30% eus a vugale, buheziñ ar rouedad, ha chom a sav gant ar c'holl bras etre ar c'hentañ derez hag ar skolaj, hag etre ar skolaj hag al lise. Ur greizenn arbennik war al liesyezhegezh a vefe krouet evel e broioù all, evit gounit kalz muioc'h eus ar pezh a vez graet ha brudañ an disoc'hoù a zo barzh ar skolioù.

Evitañ, goude daou vandat gant ar sosialisted eo erru poent da briziañ ar pezh a zo bet graet : "ur fazi bras a zo bet graet e penn kentañ ar mandat a oa lakaat da grediñ e vefe graet un tammad eus al labour gant Ofis ar brezhoneg, ha diskaret o deus kevredigezhioù. Deus an tu all, e-barzh ar c'hevredigezhioù-se e veze gwelet tud hag o doa liammoù gant an Emsaverien. Re vras ha re zistag ouzh an dachenn eo".

Ha da lavaret sklaer ha fraezh : "Ma ne vo ket troc'het gant ar Jakobined, ne vo ket un amzer nevez evit ar brezhoneg".

Voir aussi :
Vos 2 commentaires :
François Corre Le Mercredi 4 novembre 2015 11:46
"mandat" e galleg = "respet" e brezhoneg
(0) 

Pôtr ar skluj Le Mercredi 4 novembre 2015 18:49
"Mandad" ['mãndat] eo a vez ba du-mañ hag e vez greet gand ar poz-se dibaoe ar hCatholicon (1499) d'an nebeuta.
(0) 

Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 1 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons