D'ar Merc'her 17 a viz Ebrel, e vo manifestadeg dirak pemp prefedti Breizh da 18 eur. Di sadorn e Brest da zegemer ar ministr Le Drian, anv zo eus ar 5 a viz Mae hag eus ar 26 a viz Mae ivez...
D'ar sadorn 14 a viz Meurzh, en Naoned e oa 300 den bennak evit degemer Caroline Fourest, ur gazetennez-lesbianez a-du gant dimeziñ ar pared heñvel o rev da ziv eur e Palez ar C'hendalc'hioù.
War blasenn ar Roue e oa ur vanifestadeg gant an "Homen" paotred dizolo o bruchedoù a zo a-enep emzalc'h Emsav ar "Femen", a-du gant kealiadurezh ar gender hag ar venelouriezh.
E Brest hag e Roazhon e oa bet astennet hirbannieloù war ar gour-hent.
En Oriant e oa bet oazet un "eured arallrev".