Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Emañ statud an tousegi en arvar gwelloc'h e Bro-Frañs eget hini ar brezhoneg
N'eus ket pell zo, ez eo bet embannet gant an UNESCO ur studiadenn diwar benn dazont hor yezhoù ha bet kaset da benn gant Colette Grineval klaskerez el labourva ar yezhoù bev er Skol Uhel Skiantoù an Den Lyon II. Arbennigourez war ar yezhoù
Par pour Bretons du Monde le 6/01/06 12:02

N'eus ket pell zo, ez eo bet embannet gant an UNESCO ur studiadenn diwar benn dazont hor yezhoù ha bet kaset da benn gant Colette Grineval klaskerez el labourva ar yezhoù bev er Skol Uhel Skiantoù an Den Lyon II. Arbennigourez war ar yezhoù Indo-Amerika eo C Grineval.

Soñjal a ra d'an oberourez ez eus ur riskl bras e yelo da get 3000 yezh e pad ar c'hantved mañ ha displegañ a ra hi peseurt darvoud e c'hell c'hoarvezout er vuhez an dud gant koll o yezhoù. Keñveriañ a ra seurt darvoud d'ar pezh a weler gant al louzeier naturel o vont ivez da get dre koll al liesseurt biologel.

Komprenet mat eo bet gant poblañs peseurt dañjer a zo da genderc'hel da goll pinvidigezh an natur. Asantet eo bremañ gant an holl, emañ treuzvuhez Mab Den dindan dalc'h liesseurt buhez an natur (plantennoù ha loened) hag eo ret bremañ gwareziñ liesseurt an natur.

Ha petra eo soñj Mab Den diwar benn liesseurt ar yezhoù ? Hervez dastumad bet embannet gant an UNESCO emañ ar "franco-provençal", ar "poitevin-saintongeais" hag ar brezhoneg e "dañjer sirius" .

E penn all an afer, n'eus kudenn ebet evit ar galleg. Chom a ra nemet d'ar boblañs da zeskiñ muioc'h ar yezhoù estren.

Setu evit ar pezh a sell ouzh an endro ha bremañ sellomp penaos e oa bet kemennet embann an UNESCO gant France-Inter hag a zo ur radio a servij publik evel ma ouzer holl ? Hervez selaouerien 'zo, an afer mañ oa bet kinniget evel un dra dister, hep pouez ha da lavarout eo, gant ur seurt mousc'hoarzh d'ober goap ac'hanomp. Afer dañjer koll ar brezhoneg ne seblante ket bezañ un afer sirius d'an animatour peogwir n'eus dañjer ebet evit ar galleg. Setu ar pezh a gonte evit ar c'hazetenner ha n'e oe ket ur gudenn mar vo kollet yezhoù ken dister hag ar brezhoneg. Mat ar jeu ! Neketa ?

Ne seblant ket deomp dereat seurt kemenadennoù digant ur servij publik gopred gant tud a stourm evit gwareziñ o yezh dezho. Setu perak e sav , Breizhiz ar Bed – OBE a enep seurt doareoù da rentañ kont. Da soñj Breizhiz ar Bed ober kement se a zo tostoc'h ouzh an dismegañs eget ouzh ar c'helaouennerezh.

En tu hont afer doareoù France Inter da gelaouiñ, kemenadenn an UNESCO a ro tro deomp da zegas da soñj un nebeut poentoù hon eus dalc'hmat klasket da lakaat splann dirak an holl:.

• A vloaz da vloaz, e vez rakwelet gant jakobined laouenn marv ar brezhoneg a benn an dek bloaz da zont. N'eo ket nevez, ur c'hantved 'zo e veze rakwelet dija kement se.

• Emskiant omp e c'hoarvezo kement mañ mar kendalc'h an dud da vezañ ken eürus o kemenn seurt doere ha dreist-holl mar dalc'her da lakaat skoilhoù a enep kelennadurezh hor yezhoù hag a enep an ober ganti er vuhez foran . • Hag ar galleg ? Eme c'hwi. Petra a c'hoarvezfe gant ar galleg mar vefe roet ar memes aluzen d'he c'helenn hag ar memes gwir d'ober ganti er vuhez publik ?

• Petra e vo ar galleg evit istorourien an dazont ? Ar yezh o vezañ lazhet ar re vihanañ evit bezañ ur statud da vevañ nemeti er vuhez hag er mediaoù publik ?

• Penaos kompren emañ gouest ar gevredigezh da baeañ dreist muzul evit gwareziñ ur rumm tousegi en arvar ha den ebet spontet o welout hor yezhoù er memes stad ? Gwelloc'h eo statud an tousegi eget hini ar brezhoneg ?

• Penaos bezañ stourmer evit gwareziñ liesseurt ar vuhezoniezh (plantennoù ha loened) ha chom diseblant e keñver liesseurt an den ? Petra eo soñj ar re c'hlaz a zivoud seurt dislavar ?

• Liesseurt ar vuhezoniezh a zo chañs treuzvuhez Mab Den. Perak neuze e rankfe liesseurt ar yezhoù un dañjer ken bras e Bro Frañs evit ma vez asanted evel un dra reizh da skarzhañ kuit ar yezhoù all diouzh ar vuhez publik. Penaos kompren al lez ober " intelektueled Bro gwirioù Mab Den" ?

R ALLAN Eil Prezidant Breizhiz ar Bed

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 9) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons