Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Staj disentiñ Ai'ta, plas 'zo c'hoazh !
Evit an trede gwech e kinnig deoc'h Ai'ta ! ur staj "disentiñ" hag a vo dalc'het e Montroulez d'ar sadorn 27 ha d'ar sul 28 a viz Here. (Adalek a
Par Collectif pour Ai'ta ! Kreiz Breizh le 21/10/12 18:36

Evit an trede gwech e kinnig deoc'h Ai'ta ! ur staj "disentiñ" hag a vo dalc'het e Montroulez d'ar sadorn 27 ha d'ar sul 28 a viz Here. (Adalek a gwener noz e vo degemeret an dud). Plas 'zo c'hoazh, hastit buan !

Petra eo ?

Hep stourmerien, stourm ebet... pa vefe evit ar brezhoneg pe evit ar stourmoù all ! Met evit mont war-raok e ranker bezañ efedus. Abalamour da se eo pouezus derc'hel d'en em stummañ. Un digarez eo ar staj-se ivez da vevañ ur pennad asambles ha da zegemer gwelloc'h er skipailh ar re nevez erruet...

Er bloaz-mañ e teuio Xavier Renou (bet e Greenpeace) adarre gant ur program kempouez : an hanter deus ar stummadur evit an teoriezh (ar mod da sevel strategiezh ur stourm, gant skwerioù a denn da Ai'ta evel Ar Post ha panellerezh an hentoù-tizh... gant ar soñj da geñveriañ ha da aliañ ac'hanomp evit mont war-raok ha bezañ trec'h buan; ar mod da eskemm efedus e-pad an emvodoù hag an oberennoù); an hanter all evit pleustriñ (stalioù-labour da choaz diouzh an dud; sevel ha c'hoari un oberenn vras...)

Evit piv eo ?

Evit izili Ai'ta hag an holl dud hag en em sant tost ouzhimp, ouzh ar brezhoneg... Ne vern piv a c'hall kemer perzh, kozh ha yaouank, brezhonegerien pe pas. E galleg e vo ar stummadur evit bloaz.

Pelec'h ?

E Montroulez an hini e vo. Roet e vo ar chomlec'h resis d'an dud enskrivet e-kerzh ar sizhun a-raok ar staj.

Pegement ?

20 euro evit ar studierien hag an dud dilabour, ha 40 euro evit ar re all. Gant se e vo paeet ar stummer hag ar boued evit an dibenn-sizhun. Evit aesaat an traoù e c'houlennomp da bep hini fardañ un dra bennaket da rannañ d'ar gwener noz memestra. Pep hini a gaso an evaj a fell dezhañ. Bep a sac'h-kousket a ranko kaout an dud a fell dezhe chom war al lec'h diouzh an noz.

Penaos lakaat e anv ?

N'eus nemet kas ur postel dimp da : ai.ta.treger [at] gmail.com

Paeet e vo ar staj war al lec'h. Goulennit ivez ma fell deoc'h kenweturiñ.

Skipailh Ai'ta !

pas de code
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 9) ?

ABP

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons