11 a viz Gwengolo 2012 – Al label "Ya d'ar brezhoneg !" live 2 a zo bet roet d'an embregerezh Keleier gant Fañch Jézéquel eus Ofis Publik ar Brezhoneg.
Un embregerezh stlenneg ha kenhentiñ (kuzhul ha diorren) eo Keleier krouet e 2010 e Landeda.
Gant e bemzek kinnig kadarnaet e teu da vezañ Keleier ar c'hentañ embregerezh labelaet e Landeda ha Lanniliz hag an hini kentañ e live 2 er gumuniezh-kumunioù Bro an Aberioù.
Divyezhek eo lec'hienn, logo, kartennoù bizit, hag ivez fakturennoù, rakprizioù ...
F. Jézéquel a laka war-wel merk dibar Keleier a zo gouest kehentiñ e brezhoneg penn da benn gant e bratikoù pe danvez pratikoù.
Er raktresoù a zeu war an-dro stlennek ha brezhonek, o deus c'hoant Bruno hag Anne Tignac seveniñ troidigezhioù bannoù treset, ha lec'hiennoù..
Ouzhpenn-se o deus c'hoant gwellaat an troer brezhoneg-galleg a zo ul lodenn eus ar raktres Apertium kaset war-raok gant skol-veur Alacant e Spagn. War stern emañ al labour ganto.
Lakaat a reont o fouez dreistholl diwar geriaoueg ar skol evit skoazellañ tud ar vugale. Ur benveg evit sikour anezho da heuliañ skoliata o bugale evit na afe kuit ar vugale-mañ eus an hentenn divyezhek e CP pe e 6vet.
Un ezhomm o deus bet stadet evel kerent skolidi divyezhek.
A-benn ar fin e klaskont tud a volontez vat oc'h implijout c'hoari enlinenn Hattrick evit treiñ anezhañ.
brezhoneg(at)keleier.info