Deskiñ bleinañ e brezhoneg ? Un hunvre nemetken ? N'eo ket. Muioc'h-mui a grennarded vrezhonek zo ha poent eo mont war-raok war an dachenn-se evit ma c'hallint deskiñ bleinañ en o yezh pa vo deuet ar poent.
Ul labour brazik a chom d'ober avat : diazezañ termenoù ar bleinañ, ar panellerezh, ar surentez war an hentoù...
Emañ Ofis Publik ar Brezhoneg o vont da reiñ lañs d'ur bodad termenadurezh e framm TermBret, e greizenn dermenadurezh, evit labourat war an dachenn-se. Etre 300 ha 400 termen a vo studiet. Bezañ gouest da embann disoc'h al labour stroll-se a-benn bloaz eo ar pal.
Digor eo ar bodad d'ar vrezhonegerien dedennet gant an danvez ha prest da labourat a-stroll. Dre ar Genrouedad e vo labouret dreist-holl.
M'ho peus c'hoant da gregiñ e-barzh, kasit hoc'h anv da dTermBret eta. Un teul ennañ reolennoù-labour resis a vo kaset deoc'h.
Dedennet oc'h ? Kasit hoc'h anv a-raok ar 15 a viz Du da : termbret [at] ofis-bzh.org