Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- dossier de presse -
4e "Prizioù rannvroel dazont ar brezhoneg"
RUMMAD HINIENNOU Priz kentañ : Céline Soun E skolig al Louarn e Plouvien ha gant Roudour eo bet desket brezhoneg gant Celine Soun.War dachenn ar cet#8217;hoariva an hini eo e labour bremañ. Pezhioù-cet#8217;hoari eus Su Amerika hag eus broioù all zo bet lakaet treiñ ganti. Lakaat a ra skolajidi ha liseidi da
Par pour Office de la Langue Bretonne le 19/05/05 15:45

RUMMAD HINIENNOU

Priz kentañ : Céline Soun E skolig al Louarn e Plouvien ha gant Roudour eo bet desket brezhoneg gant Celine Soun.War dachenn ar cet#8217;hoariva an hini eo e labour bremañ. Pezhioù-cet#8217;hoari eus Su Amerika hag eus broioù all zo bet lakaet treiñ ganti. Lakaat a ra skolajidi ha liseidi da ober cet#8217;hoariva dre ar brezhoneg. Tu a vo da welet he labour e devezh ar brezhoneg o tont, e Karaez, det#8217;ar 5 a viz Mezheven. Celine SOUN / Lannaneyen 29860 PLOUVIEN / Pgz : 06 98 85 81 91 / Plr : 02 98 40 92 25 / Postel : celinesoun [at] yahoo.fr

Eil priz : Arno Elegoed Gantañ e oa bet savet an embannadurioù Bannoù-heol e 1999. E bal a oa sevel levrioù evit ar vrezhonegerien yaouank da heul Keit vimp bev hag An Here. Kavout a ra dezhañ ne vo morse re a levrioù en hor yezh. A-drugarez dezhañ eta e cet#8217;heller lenn Boulig ha Billig e brezhoneg ha Titeuf nevesocet#8217;h zo. Kalz a raktresoù all en deus evit brasañ plijadur al lennerien BT eus 7 da 77 vloaz. Arno ELEGOED / 140 straed Pont-et#8216;n-Abad 29000 KEMPER / Pgz : 02 98 64 58 96 / Postel : arnaud.elegoet [at] wanadoo.fr / lecet#8217;hienn www.b-heol.com

Trede priz : Ferroudja Aït Aoudia Hag hi bet kelennerez war ar matematik hag an arabeg e Pariz he deus graet he soñj Ferroudja Aït Aoudia dont da vezañ skolaerez pe gelennerez en unan eus an hentadoù divyezhek. Evit-se he deus lakaet hecet#8217;h anv e Skol-veur gatolik ar Cet#8217;hornôg a-benn tapout an diplom « micherioù ha brezhoneg » . Mennet start he deus ranket bezañ pet#8217;eo bet darbet dezhi bezañ kaset e-maez Frañs. Kalz e cet#8217;hall degas da vugale ar vro gant he sell digor war ar bed hag hi o vestroniañ peder yezh dija : arabeg, saozneg, galleg ha berbereg. Ferroudja Aït Aoudia, 4 straed an Ursulined 22300 LANNUON

RUMMAD KEVREDIGEZHIOÙ

Priz kentañ : UBAPAR Ur skouer eo labour an UBAPAR war dachenn an dudiamantoù e brezhoneg. Goude an DABU (Diplom Aotren war ar BUheziñ)e brezhoneg ez eo bremañ an DARE (Diplom Aotren war ar REnerezh) emeur o lañsañ. En ur ober 4 bloaz ez eo 144 stajiad zo bet stummet evit an DABU. Ur labour brudañ kement tra a vez aozet evit ar vugale a vez kaset da benn dre lakaat embann plegfollennoù da skouer. Hep ankounacet#8217;haat « Levrig ar buhezour » a oa deuet er-maez e 2004. Ul labour dispar evit lakaat ar brezhoneg da vevañ e-maez ar skolioù. UBAPAR, Sant-Klomer, 56250 SANT-NOLF, Pgz 02 97 45 47 14, lecet#8217;hienn : www.UBAPAR.org

Eil priz : Kentelioù an Noz Kentelioù an Noz, e bro Naoned, a zo kalz muiocet#8217;h eget kentelioù noz e gwirionez. Dre ma ne vez ket ken aes se brezhonegañ war ar pemdez e Naoned ez eus bet roet lañs det#8217;ur bern obererezhioù liesseurt da gaout plijadur e brezhoneg. Kanañ, tennis-taol ha mell-droad, keginañ, cet#8217;hoariva, hag ur bern traoù all a vez kinniget e brezhoneg. Ur skouer eo evit Breizh a-bezh. Kentelioù an Noz , 10 straed ar Bourget 44000 NAONED, Pgz 02 40 20 39 74, Postel : kann [at] netcourrier.com

Trede priz : Fea Lakaat oberourien nevez da skrivañ evit ar re yaouank, sed aze pal Fea. Ha tizhet eo bet ar pal paet#8217;z eo 8 titl a vo deuet er-maez da zibenn 2005 goude bezañ lakaet 400 skolajiad bennak da skrivañ ha da eskemm o soñjoù e brezhoneg war al lennegezh. Pouezañ a ra ivez Fea war ar cet#8217;hrouiñ war-eeun e brezhoneg ha net#8217;eo ket war an treiñ. Gant-se hor bez skridoù taolennet enno hor bed a vremañ hag a blij kalz det#8217;ar re yaouank, ha det#8217;ar re goshocet#8217;hik ivez. Fea, Sant-Adrian, 29300 AN ARZHANAOU, Pgz 02 98 71 74 94 RUMMAD EMBREGEREZHIOÙ

Priz kentañ : Tv Rennes evit an abadenn Urban Breizh Ur magazin 26mn modern-tre e zoare, e anv Urban Breizh, a vez kinniget gant TV Rennes. Bezañ melezour buhez ar vrezhonegerien e kêr eo ar pal. Soñjet eo bet an abadenn evit tud etre 15 ha 30 vloaz ha gwelet e cet#8217;hall bezañ gant annezidi Il-ha-Gwilen paet#8217;z eus bet roet ur frekañs hertzian da TV Rennes. Tri zra zo lakaet da vont asambles gant an abadenn : brezhoneg, modernelezh ha buhez e kêr. Daoust ha net#8217;eo ket, un tamm, koktail dazont ar yezh ? TV Rennes / 19 straed Quintaine 35000 ROAZHON / Pgz : 02 99 30 58 58 / Plr : 02 99 31 06 50 / Postel : hannedouche.dominique [at] tv-rennes.com

Eil priz : Marc ha Cécilia Paugam E penn un embregerezh labour-douar biologel emañ Marc Paugam e Lanhouarne. Degemer a ra strolladoù e brezhoneg evit diskouez e atant hag al labour-douar bio. Klask a ra kement ha ma cet#8217;hell ober gant ar yezh ha lakaat tud all det#8217;ober ganti. Gant ar yezh e ra ivez evit brudañ e labour evel da skouer ar baperenn evit reiñ da anavezout ar boutegad legumaj bio. Un implij nevez eus ar brezhoneg ocet#8217;h en em gaout gant ul labour-douar nevez. Marc ha Cécilia Paugam / Sant-Weltaz 29430 LANHOUARNE / Pgz : 02 98 61 61 28 / Postel : paugam.stveltas [at] wanadoo.fr

Trede priz : Ouestélio Un embregerezh moullañ niverel eo Ouestélio. Net#8217;eo ket hepken traoù un tamm arouezel met ur gwir breder a gaver e Ouestélio evit a sell ouzh implij ar yezh. Lakaat a ra an embregerezh ar brezhoneg da vezañ gwelet ha klevet ivez. Un degemer e brezhoneg a cet#8217;haller kaout. Ocet#8217;h ober gant ar brezhoneg war un dachenn ken teknikel ez eo ar brezhoneg a vez lakaet da vont war-raok. Ouestélio / 505 straed J.M. Le Bris, 29200 BREST / Pgz : 02 98 44 68 23 / Plr 02 98 44 94 23 / Postel : andre.lavanant [at] ouestelio.fr

Voir aussi sur le même sujet :