Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Lettre ouverte -
Bloavezh mat aotrou Auxiette !
Bloavezh mat aotrou Auxiette ! Evit ar bloaz nevez a-benn kas hon gwellañ hetoù da enebourien Breizh unvan, ar strollad 44=BZH a embann bezañ amprestet panellioù 44 barrez eus al Liger-Atlantel. Ar 44 banell zo bet roet en-dro en ur stad vat hiziv, ar sadorn 22 a viz geñver e Sant-Juluan-Kankell
Par Philippe Argouarch pour Evit 44=BZH le 22/01/05 18:28

Bloavezh mat aotrou Auxiette ! Evit ar bloaz nevez a-benn kas hon gwellañ hetoù da enebourien Breizh unvan, ar strollad 44=BZH a embann bezañ amprestet panellioù 44 barrez eus al Liger-Atlantel. Ar 44 banell zo bet roet en-dro en ur stad vat hiziv, ar sadorn 22 a viz geñver e Sant-Juluan-Kankell e Bro Gwinieg Breizh war ribl al Liger. Kement-mañ zo bet graet a-benn klemm deus disparti al Liger-Atlantel deus peurrest Breizh hag a-benn klemm deus politikerezh kuzul-meur al Liger-Atlantel war ar yezhoù Breizh. Hiziv an deiz tud kuzul rannvro Breizh (4 departamant) o deus anavezet e oa ar Brezhoneg hag ar Galloeg div yezh anaezh hag o deus prometet kregiñ e-barzh a-benn kas war-raok div yezh ar vro. Padal tud kuzul meur al Liger-Atlantel na reont mann ebet hag e talc'hont da vont diouzh hent broioù toullet al liger, da lavaret eo distruj tamm ha tamm kement tra a ra deus al Liger-Atlantel un tamm deus Breizh. Goulenn a reomp strizh 'vefe lakaet war wel ar Brezhoneg hag ar Galloeg, div yezh ar vro, e kement parrez deus al Liger-Atlantel. Goulenn a reomp ivez 'vefe adunvanet Breizh diouzhtu !

le la les un de a au des une

2
Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1083 lectures.