E Roazhon, Gwizien, Breal-Monforzh, Pazieg, Gwitreg, Dinan : bez e c'hellit pellgargañ adalek hiziv ar follenn ragenskrivañ, da gas deomp en dro dre ar post :
Pol brezhoneg Skol An Emsav
25 straed Pierre Martin
35000 Roazhon, pe mont e darempred ganeomp 02 99 38 75 83.
Ur gentel skouer a vo dalc'het da 7 e noz hag un emvod kelaouiñ hag enskrivañ da heul da 8 e 30 e savadurioù Pol brezhoneg Skol An Emsav e kreisteiz an ti-gar d'ar yaou 25 a viz Gwengolo.
Pemp live a vo kinniget ar bloaz mañ.
Ur staj adwelet evit al liveoù 1, 2 ha 3 a vo aozet d'ar sadorn 27 a viz Gwengolo adalek 9 e 30 betek 12 e 30 ha goude merenn deus 2 e betek 5e. Lakait hoc'h anv an abretañ ar gwellañ !
Deuit e darempred ganeomp evit gouzout hiroc'h diwar-benn an holl obererezhioù a ginnigomp : kentelioù noz, stajoù 35 e , stajoù hir war c'hwec'h miz (840 e adalek miz Genver 2009), ar strollad lenn, kentel live uhel…