Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Dépêche -
Ar Redadeg : “Demat Diwan !” Ar ganaouenn savet ha lakaet er maes gant Gweltaz Ar Fur evit 30 bloaz Diwan
Roet en deus Gweltas Ar Fur, presidant kentañ Diwan — lakaet er maes evit lennerien ABP — testenn ar ganaouenn a zo bet savet gantañ nevez flamm evit Tregont deiz-ha-bloaz Diwan. Kanañ a raio «Demat Diwan» war un ton nevez savet gantañ ivez, e Karaes, ba 'l Leurenn Glenmor, d'an sadorn 3 a viz Mae, war-dro 6 e 30 endervezh.
Maryvonne Cadiou pour ABP le 1/05/08 22:52

Roet en deus Gweltaz Ar Fur, presidant kentañ Diwan — lakaet er maes evit lennerien ABP — testenn ar ganaouenn a zo bet savet gantañ nevez flamm evit Tregont deiz-ha-bloaz Diwan.

Kanañ a raio Gweltaz « Demat Diwan » war un ton nevez savet gantañ ivez, e Karaes, ba 'l Leurenn Glenmor, d'an sadorn 3 a viz Mae, war-dro 6 e 30 endervezh.


Ar ganaouenn gentañ kanet gant Gweltaz Ar Fur a vo : Kemper-Breizh, ur gwazoniezh d'e ger.
Ha goude “Demat Diwan”, ma 'vo amzer awalc'h, Gweltaz a gano Ar soudarded gwisket e ruz, « ur ganaouenn ardamezel evit va familh, rag ar soudarded a zo bet komzet diwar-benn er son-mañ, a zo tad va eontr-kuñv. Ur kasadur familh eo ar ganaouenn-mañ », Gweltaz a lavaras. ( voir l'article ) e galleg.


Demat Diwan !

Tregont vloaz zo oamp ket met daou zornad tud hepken
O klask war-lec'h un ti skol pe un tamm toenn
Skoilhoù avat hon eus ni kavet war hon hent
Skolioù hon eus digoret 'elkent.

— Demat Diwan, demat Diwan !...

'Vit mont war-raok oa ret deomp kavout gwenneien
Hor chakodoù toull oant ket ur skor
Dre chañs ar ganerien hag ar sonerien
O deus lakaet ul “Lur Diwan” d'an nor.

Trugarez bras, trugarez bras !...

Memestra oa ret deomp chom war an difenn
Sorserien Paris oa war evezh
Met talet hon eus mat ouzh o gwall-blanedenn
Ha n'omp ket bet faezhet, en diwezh.

— Diwall Diwan, diwall Diwan !...

Bremañ omp niverusoc'h ha stankoc'h hor skolioù
Un dra bennak chom 'avat da breder :
Ret eo deomp deskiñ d'hor bugaligoù :
“Eo arabat ken 'n em lezel ober”.

— Deiz-ha-bloaz mat, deiz-ha-bloaz mat
— Deiz-ha-bloaz mat, Diwan
— Deiz-ha-bloaz mat, deiz-ha-bloaz mat
— Deiz-ha-bloaz mat, Diwan

--------------------------------------------------
Bonjour Diwan, bonjour Diwan !

Il y a trente ans nous n'étions que deux poignées de gens
À chercher après une école, ou un petit bout de toit
Des embûches, en effet nous avons trouvé
Des écoles nous avons ouvert tout de même.

— Bonjour Diwan, bonjour Diwan !...

Pour avancer, il nous fallait trouver des sous
Nos poches à trous n'étaient pas notre soutien
Par chance les chanteurs et les sonneurs
Nous ont laissé le “Franc Diwan” à l'entrée.

— Merci beaucoup, merci beaucoup !...

Quand même nous devions rester sur la défensive
Les sorciers de Paris étaient en éveil
Mais nous avons fait front à notre mauvaise destinée
Et nous n'avons pas été vaincus, finalement.

— Attention Diwan, attention Diwan !...

Maintenant nous sommes plus nombreux et plus denses sont nos écoles
De quelque chose il reste cependant à se soucier :
Il nous faut enseigner à nos jeunes enfants :
“Il ne faut plus se laisser faire”

— Bon anniversaire Diwan, bon anniversaire Diwan
— Bon anniversaire Diwan
— Bon anniversaire Diwan, bon anniversaire Diwan
— Bon anniversaire Diwan

Maryvonne Cadiou / ABP

Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1383 lectures.
Kinig a ra Nantes Multimédia keleir breizhek e Naoned hag e Liger-Atlantel.
Gwelout pennadoù all gant Maryvonne Cadiou
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 8 multiplié par 1) + 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons