
Diwar-vremañ e vez aotreet an tilde, implijet e anvioù-bihan evel Fañch, evit enskrivadur e Marilh ar Boblañs. Goulennet en deus Ministr ar Justis, Gerald Darmanin, digant al lezioù-barn, ne vefe ket nac’het implij an arouez-diforc’h-mañ ken. Mod-se e vo echu gant bloavezhioù a freuz hag a reuz.
Un hir a emgann gwirel
Tarzhet en doa an afer e 2017 p’en doa nac’het Marilh ar Boblañs Kemper degemer hag enskrivañ an anv-bihan « Fañch » evit ur bugel bet ganet nevez zo, war zigarez ne veze ket al lizherenn « ñ » e-touez ar re asantet gant ur c’helc’h-lizher melestradurel sinet e 2014. E Breizh, ur mor a dud a oa bet savet en-enep d’an diviz-se dre ma oa an tilde implijet peurliesañ e brezhoneg (koulz e doare-skrivañ peurunvan hag hini skolveuriek. Gwelout da skouer : Fañch, mañsoner).
War-lerc’h meur a zazlamm en deus Lez Engalv Roazhon aotreet implij an arouez-diforc’h tilde (~) evit an anv-bihan « Fañch », e 2018. Siwazh, an azgalv-terriñ douget gant al lez-varn a oa bet nac’het adarre gant al Lez Terriñ e 2019. Dre-se e oa deuet da vezañ peurglok an diviz.
Ur c’hemenn kaset d’al Lezioù-barn
Goulennet en deus Ministr ar Justis Gérald Darmanin digant al Lezioù-barn ma ne vo ket ken nac’het implij an tilde koulz hag arouezioù-diforc’h rannvroel all, e-barzh an anvioù-bihan enskrivet e Marilh ar Boblañs. An dra-se, dre ul lizher digant Ministrerezh ar Justis bet skignet d’an trede a viz Meurzh.
Hervez titouroù dastumet gant an ABP e vefe emellet an alvokad Iannis Alvarez ec’h anv, eus An Oriant, ouzh Prokulor meur Thierry Pocquet du Haut-Jussé ec’h anv, e Roazhon, evit sachañ evezh ar C’hañsellerezh ouzh ar jeu. Mod-se eo ez eo aet war wellaat an traoù betek cheñch ali ar Ministrerezh.
« Estreget mont pelloc’h a-enep implij arouezioù-diforc’h, e-barzh anvioù-bihan hag anvioù-familh, en deus ar Justis da ober » en deus displeget ar Prokulor meur dre ar rouedad-sokial X. « Pinvidik emañ bro-Frañs gant he glad sevenadurel, hini rannvroel en o zouez, kement m'eo ret kaout doujañs outan. »
An ali-mañ a zo e bal ehanañ gant an entremar a veze o chom e servijoù-stad zo, hag ivez nompas dougen an aferioù-mañ dirak ar Justis.
Er pleustr e c’hell anvioù-bihan a vefe un arouez-diforc’h dezhe, evel Fañch, bezañ enskrivet hep diaezamant melestradurel ebet. Gwir eo evit ar brezhoneg koulz hag evit an euskareg.
Un trec’h bihan evit ar brezhoneg
Ur jestr arouezel pouezus e talv ar cheñchamant-se evit difennourien ar yezhoù rannvroel. Anavezet e vez ma ‘z eo reizh an doareoù-skrivañ er yezhoù o vevañ abaoe pell e tachennad bro-Frañs.
E Breizh, a-hed an amzer, e oa an anv-bihan a Fañch deuet da vezañ un arouez eus difenn ar brezhoneg koulz hag un arouez eus ar gwir da dreuzkas ec’h identelezh sevenadurel e marilh ar Boblañs. Un diviz gwelet, gant kalz a dud, evel un trec’h ral da-geñver ar re a zo oc’h emgann evit gallout komz, lenn ha skrivañ yezh o hendadoù.
Philippe Argouarch et l'IA pour ABP
Gerioù (geriadurioù Al Liamm, Martial Menard, ha reoù all)
marilh ar boblañs l’Etat-Civil
al lez-varn (al lezioù-barn) le(s) Parquet(s). An Erlenerezh (Menard)
an arouez-diforc’h signe diacritique. Un arouez-diforc’h bouezus.
un emgann gwirel paotr eo ar ger e bzg. Un emgann tenn ha hir.
ur c’helc’h-lizher une circulaire (lettre ou document)
un dazlamm un rebondissement. Un dazlamm diaes.
Al Lez Engalv plac’h eo ar ger e bzg. La Cour d’Appel (Menard)
Al Lez Terriñ La Cour de Cassation (Menard)
An azgalv-terriñ le pourvoi en Cassation (Menard). Azgervel al lez terriñ. Se pourvoir en Cassation.
Ur c’hemenn paotr eo ar ger e bzg. Une consigne. Ur c’hemenn ha ne c’heller ket ober heptan
Prokulor, Prokulor meur Procureur, Procureur général
Kañsellerezh, ar C’hañsellerezh la Chancellerie (fonction)
Notenn: Brezhoneg gant J-L Le Floc'h, diwar ur pennad ABP e galleg.
Commentaires (1)
Evit bezañ resisoc'h, degemeret oa bet an ñ war anv Fañch gant marilh ar boblañs e Kemper diwar intrudu an eilvaerez Isabelle Le Bal. Prokulor ar Republik eo en deus nac'het warlerc'h oc'h ober dave zoken da skridoù ar Sponterezh c'hall... hag ar peurrest da heul betek an trec'h e lez-varn Roazhon ha goude c'hoazh el lez terriñ...evit Fañch kostez Rosporden da vihanañ...