Dre lakaat e brezhoneg meur a bajenn eus al lec'hienn « Holen Gwenrann Le Guérandais » , ar gevelouri « Les Salines de Guérande » a embann he youl da vrudañ identelezh Breizh.
Un nebeud mizioù zo e oa bet goulennet digant servij Treiñ-Aliañ an Ofis gant ar gevelouri « Holen Gwenrann » lakaat e brezhoneg ul lodenn vat eus pajennoù difiñv he lec'hienn genrouedad. Al lec'hienn-se a ginnig ur bern titouroù talvoudus a-benn dizoleiñ ur produ bet dastumet er gourenez abaoe ouzhpenn 15 kantved.
E brezhoneg e c'heller deskiñ, e-kichen ar galleg, ar saozneg hag an alamaneg, istor an holen er gourenez, an teknikoù korvoiñ implijet, krouidigezh ha mont en-dro ar gevelouri labour-douar en amzer a vremañ pe ar strivoù a vez graet war ar pemdez gant ar baluderien a-benn kaout ur produ a galite.
Gant skaozell brizius an Ao. Gildas Buron, rener Mirdi ar Baluderien e Gwenrann o deus gellet an droourien kas o labour da benn dre ma anavez a-dost binvioù hag ostilhoù bet implijet gant an dud a-hed ar c'hantvedoù betek an deiz a hiziv.
Er c'heriaoueg teknikel-se, implijet gant ar baluderien, e kaver ur bern roudoù eus ar brezhoneg.
Evit lenn pajennoù al lec'hienn-se : (voir le site)