Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
KALON PLOUHA : ar re nevez diplomet en-dro d'o c'hadoriadez.
KALON PLOUHA : ar re nevez diplomet en-dro d'o c'hadoriadez.
- Communiqué de presse -
KALON PLOUHA : ROIDIGEZH AN DIPLOMOU “DAO”
D'an 28 a viz Even 2007 e oa laouen-kenañ kadoriadez Kalon Plouha, an itron Chanig Spelle, o reiñ da skolidi al live 3, pep a ziplom digant “DAO”, hag ar re all kemend-all : lorc'h enno-holl me lâr deoc'h ! An diplom-se, sinet gant kadoriad DAO, Sedrig Laur, a zo
Par Jacquet Tomaz pour Kalon Plouha le 29/06/07 15:11

D'an 28 a viz Even 2007 e oa laouen-kenañ kadoriadez Kalon Plouha, an itron Chanig Spelle, o reiñ da skolidi al live 3, pep a ziplom digant “DAO”, hag ar re all kemend-all : lorc'h enno-holl me lâr deoc'h ! An diplom-se, sinet gant kadoriad DAO, Sedrig Laur, a zo disoc'h ul labour a-stroll kaset gant meur a gevredigezh o plediñ gant kelenn brezhoneg d'an dud deuet. Diwar batrom Portfolio Europat ar Yezhoù eo bet termenet al liveoù hag ar barregezhioù : A1, A2, B1, B2, C1 ha C2 eo al liveoù, a dalvez evit kement barregezh zo ; Selaou, Komz, divizout (komzoù berr), Lenn ha Skrivañ. Kentel ziwezhañ ar bloavezh 2006-2007 e oa, ha, da lidañ dibenn ar bloaz, e vo aozet disul (01/07/07) da greisteiz, ur pred-leton e liorzh ar Presbital e Plouha. Pedet eo an holl izili, ha profet e vo pep a levr d'ar skolidi o deus heuliet evezhiek ha kalonek ar c'hentelioù brezhonek a-hed ar bloaz. Hogen n'eo ket echu obererezhioù Kalon Plouha evit kement-se : ur staj a-zoare a vo aozet eus ar 6 d'an 11 a Eost 2007 : ar pempvet hini eo. Salv ma vo ken mat hag ar re gent.