SANT-TEVE — Rando Bro Gwened - 6 ved bloaz Derc'hel a ra Rando Bro Gwened d'ho lakaat d'ober anaoudegezh gant argoad ar Mor Bihan dre hentoù ar Sent-Teve d'ar sul

SANT-TEVE — Rando Bro Gwened - 6 ved bloaz

Derc'hel a ra Rando Bro Gwened d'ho lakaat d'ober anaoudegezh gant argoad ar Mor Bihan dre hentoù ar Sent-Teve d'ar sul 9 a viz Here 2011.

Loc'hañ e Kreiz Kêr

4 zroiad

Ar 5 km (evit ar familhoù gant c'hoarioù...), an 14, 21 ha 28 km (sandwich, evaj ha tout).

Deuit da bourmen war an hentoù kaer.

Adalek 8 e 30 betek 3 e goude-kreiztez evit ar re a ra ar 5 km pe an 14 km.

Kuitaat a-raok kreiztez evit ar re a ra 21 km pe 28 km.

(Boued hag evaj hed-ha-hed an hentoù.)

Un ditour bennaket :

Troiad 5 km savet evit ar familhoù gant bep a brof evit ar vugale.

Hed-ha-hed an droiad-mañ e vo kavet :

C'Hoarioù ampartiz ;

C'Hoarioù koad ha danvezioù naturel ;

C'Hoari ar 5 skiant ;

Divinadelloù ;

Arz natur (Land Art) diwar tem ar gwez ;

Ur ger kuzh da zivinañ ;

Konterien.

Ezhomm ho po ouzhpenn un eur evit profitañ eus tout ar jeuioù.

Peadra da zegas c'hoant d'ar vugale da gerzhet e-pad 5 km.

Fest-deiz digoust war al lec'h loc'hañ, debriñ war al lec'h.

Dastum an traoù lous bet lezet gant an dud bord an hent.

Tombola fin an devezh.

Evit goût hiroc'h : http://randogolfe.free.fr/

Skrivañ deomp dre postel : randogolfe@free.fr

Ur prof evit ar 500 kentañ balerien enskrivet.

Evit en em enskrivañ en a-raok.

Strollad (dre 6) : 3 € (war al lec'h 4 €)

Tud vras : 4 € (war al lec'h 5 €)

Bugel etre 12 ha 15 vloaz : 2 € (war al lec'h : 3 €)

Izili FFR : 3 €

Amañ da heul ar chekenn (war anv Rando Bro Gwened)

Chomlec'h :

Rando Bro Gwened

34 straed Bel Air

56250 an Elven.

Rando Bro Gwened

L\'association Rando Bro Gwened organise des randonnées animées ayant pour but de faire découvrir le Pays de l\'Argoat du Morbihan. défendre et promouvoir le patrimoine local, la culture bretonne, les associations et artistes locaux, la langue bretonne. Sensibiliser autour de la protection de l\'environnement. Mettre en valeur les sentiers publics et privés. En savoir plus