Ur wech e oa – petra a laran-me ! - ..ur wech eo bepred… ur vrav a chapelig, munut, he tour toet gant maen-glas, dezhi un istor hir, tro-dro dezhi ur geriadenn sioulik ha dereat, hag a-benn ar fin ar maezioù….
War ur gartenn gozh (diell BNF), embannet dindan ren gouarnamant Breizh (1) lec’hienn : (voir le site)
, en amzer Cassini e XVIIIvet kanved, e vez lennet añv ar chapel-mañ : ND de Bongarand ! Lakomp e brezhoneg : Intron-Varia a Vongaran, dre e c’hellfe pep hini soñjal e donder e galon « setu ar chapel a garan » !
Pa teuer eus Naoned ha mont war-zu Gwened, ez eo ret mont en tu all da Sautron, mont gant an hent kozh N165 e-pad un tri kilometrad bennak, betek gwelout, war an tu dehoù, genoù un hentig koltaret hag ur skritell skrivet warni añv ar chapel. Mont gant an hent-se. Gwelet e vo hep dizale tour ar chapel - souezet a-walc’h, emañ-hi ken fin hag un nadoz a wechall - a-us d’ar gwez, e-kreiz ur mor a glazadur…
Mat e vo da forzh piv oc’h antreal pe o kuitaat Breizh chom a-sav amañ evit kaout un tamm diskuizh pe un tamm pedenn, un tamm sioulañs. Ma n’eo ket war-eeun evit kaout dour-fresk pe c’hoazh privezioù (da ziskoachañ ouzh moger an hanternozh) !
Ouzhpenn ar chapel zo ! Posubl eo mont gant un hent-douar hanter-kevrinus (gwelout en tu-all d’ar chapel, b’an tu-dehoù), evit bale gant bugale vihan, pe tudoù-kozhig, pe tud ampechet, e-pad ur prantadig.
Kavet e vo da heul er pennad-mañ titouroù ha n’int ket aes da gaout. Spi am eus e vezint talvoudus d’ar gweladenner.
Istor ar chapel
- 1038 : menneget eo añv BOAYS-GARAND, hini doaroù a zo kont Budig hag e wreg Adaïs perc’henn warne. Fellout a ra d'ar c'hont e vefe roet an douaroù-se da leanezed evit sevel ur manati dindan ren reolenn Sant Benead, tost da Naoned (goude freuz an Normanded).
XI° kantved. Restaoloù (bet diskoachet e 1863) a c’hellfe bezañ roudou ur savadur kentañ, en amzer ar c’hont Budig ?
- 1128 : Konan III, kont e Naoned. Sinet eo bet gantañ un diell a ro an douaroù d’al leanezed (hervez c'hoant kont Budig). Sinet eo bet ivez an diell-mañ gant un dudenn vrudet all : Abélard, eus abati Sant Weltaz a Rewiz (ma vez evidomp ec’h añv tost ouzh hini Héloïse !).
- Fransez II o chaseal e koajoù tro-dro da Vongaran. Kouezhet diouzh e varc’h rak ur pemoc’h-gouez c’hoarvezet a-daol-trumm (reoù all a lâvarfe rak un tarv ?) hag hemañ bet gloazet, e ra ul le : sevel ur chapel gant ma ne varfe ket dre ziwall Gwerc’hez Bongaran.
- 1464 : « Fransez II, Duk Breizh, a laka sevel ur chapel vrav-kenañ, nepell diouzh koad Sautron, en enor d’ar Werc’hez, hag eñ un den devod, evit ma vefe lidet un overenn pa’z’afe-eñ da chaseal dre ar vro enno. Gouestlet eo ar chapel d’ar 6vet a viz Even 1464 ». Setu ar pezh a lâr ul levr digant Vincent Charron, chaloni e Naoned, embannet e 1637. Dre ma oa treñket ar soubenn er mare-mañ etre an Duk hag Eskop an Naoned, e oe benniget ar chapel gant tud skipailh Eskopti Roazhon.
- 1469 : Savet eo bet un ti, gant Jehan de Charrette, Ao. Person e Sautron, evit ar pelerined a teue amañ rak ar « burzhudoù niverus ». Ne vo ket a dailhoù ken evit an ti-se, nag en amzer a-vremañ nag en amzer da-zont, a ziviz an Duk ! Hag hirio an deiz, peseurt kont zo gant an ti-mañ a vez gwelet c’hoazh tost ouzh ar chapel ? Me, ne ouian ket…
- 1469 : Charlez (1446-1472), breur da Roue Loeiz XI (hag enebour d’e vreur), Duk e Berry, Normandi hag all, repuad e Breizh etre 1466 ha 1469, a ra ur pelerinach e Bongaran (hag unan all e 1467 ? en ur vont deus Gwened betek an Naoned). Reiñ a ra ur skoed aour. Ur wech, bewech ? Al levrioùigoù am eus klasket e-barzh, n’int ket sklaer a-walc’h.
- an Dispac’h gall. Bec’h zo bet e Sautron (1795). Serret eo bet ar chapel. Skoachet e voe ar skeudennoù.
- 1860 : reneveziñ ar chapel dindan levezon chaloni Rousteau sevenadur braz dezhañ. Aliet e vez gantañ mirout braventez a-orin ha liv vreizhat war ar chapel.
- 1863 : Leurenn maen-greun. 1868 Gwerenn-livet nevez (dre sikour Louis Hersart de la Villemarqué) a-us d’an aoter. 1870 Gwerenn-livet a ziskouez Santez Anna hag he merc’hig Mari, a-us d’an nor. 1871 Aoter-veur. 1875 Gwerenn-livet a ziskouez Sant Yann-Vadezour ha gwerenn-livet a ziskouez Sant Job. 1883 Rummad a skeudennoù (hiniennoù zo abretoc’h evit an XIXvet kantved).
- 1922 : Petra oa deuet da vezañ skeudenn gentañ « ar Werc’hez he mantell »? Kollet dindan mare ar « Spont » (La Terreur) ? War-lerc'h enklaskoù ha diwar ali tud barrek-tre e voe komprenet e veze ar skeudenn gozhig hini ma veze skrivet warni, dre fazi goude an Dispac’h, añv Santez Emerañs / Emerance. Lakaet e voe añv gwir « Notre-Dame de Bongarant » adarre ouzh ar skeudenn a weller hirio.
- 1952 : Pelerinach gant 300 den yaouank (strollad ar JEC / Jeunesse Etudiante Chrétienne eus Naoned). Un overenn lidet gant Eskop an Naoned er chapel. Kredapl braz evit ar wech gentañ ?
- 1965 : reneveziñ ar chapel (touenn, mogerioù diabarzh, pareañ bolzenn-koad,…)
Hirio an deiz : Kentadoù, miliadoù a dud o welladenniñ ar chapel bep ploazh. War am eus klevet : un overenn bep yaou (9 eur vintin), hag ar Pardon d’ar 15vet a viz Eost.
Roll ar skeudennoù e-barzh
Nemet skeudenn « Notre-Dame de Bongarant » - an hini gozhañ ha vravañ, ha marteze an hini fromusañ -, ar reoù all a zo bet kizellet e-kerz an XIXvet kanvet. Imachoù piv emaint ? Setu respontoù :
- Ar Werc’hez Vari (skeudenn lakaet e 1871), Sant Loeiz (roue bro-C’hall, 1214-1270), Santez Franseza eus Amboaz/Amboise (Dugez Breizh, 1427-1485).
- Sant Job, Sant Pêr (tudennoù eus an Aviel)
- Sant Yann Vadezour (tudenn eus an Aviel), Sant Leon (pab, 440-461)
- Sant Isidor (labourer-douar, † 1130), Sant Aogustin (eskop ha doktor an Iliz, 354-430), Santez Jermen/Germaine Cousin (bugulez e bro Toulouse, †1601), Sant Fransez eus Sales (eskop ha doktor an Iliz, 1567-1622), Santez Marc’harid-Mari (leanez, 1647-1690), Sant Tomaz eus Aquin (doktor an Iliz, 1225-1274), Santez Rosa a Lima (Santez gentañ e vroioù amerikan, 1586-1617).
- Santez Eustell (gwerc’hez), Sant Prosper eus Akitania (beleg, 4vet kantved), Santez Franseza romania (intañvez, 1384-1440), Sant Julian (eskop kentañ eus kêr Ar Mañs, trede kantved), Santez Filomena/Philomène, Sant Benead Labr (klasker-bara, 1748-1783), Santez Viktoria/Victoire (a-dalv Trec’h, gwerc’hez ha merzherez e kantvejoù kentañ).
- Santez Emerañs/ Emerance (gwerc’hez ha merzherez er pevare kantved) , Sant Cyr (hini ar skol mil vrudet, merzher er pevare kantved) ha Santez Julit /Julitte (skeudenn eus an XVIIIvet kantved ?), Sant Herri/Henri (impalaer e bro Alamagn, XIvet kantved).
- Sant Anton (manac’h er gouelec’h e bro Ejipt, pevarvet kantved, Sant Dominik (gwechall gozh, ha dre fazi, e oa ar skeudenn-mañ añv a Sant Roch dezhi). Abegou sevenadurel hag istorel zo evit lakaat añv Sant Dominik warni, kentoc’h, ar pezh zo bet graet e 1965.
- Sant Mikaël (arc’haël), Sant Mainbeuf (skeudenn eus ar XVIIvet pe an XVIIIvet kantved ? Eskop kêr Angers er VIIvet pedet evit mirout ar chatal, kantved nemet e vefe Sant Korneli / Corneille, pab ha merzher e trede kantved ?).
Ikonoù eus broioù ar Reter
Un dra ral ha dispar evit ur chapel pe un iliz e Breizh eo an ikonoù. Miret e-vezont a-dreñv d’ur werenn. Degaset int bet (hag int livet er XVIIIvet kantved) goude ur veaj en ur vro ar Reter (pehini ? n’ouian ket) gant an Ao. Texier de Beau-Soleil, anezhañ ur mezeg diouzh e vicher. Roet int bet e 1930 gant familh ar veajour. Deus pelec’h resis e teuont, marteze speurenn ar c’heur [= iconostase, hervez geriadur Favereau] un iliz ortodoks ? Ar pezh zo sur : brav int. Ha mat evit sell oute, dre sell ar Feiz. Renevezet int bet e 1992, dre sikour ar CAOA (Conservatoire des Antiquités et Objets d’Art).
Pemp a ikonoù zo. War-eeun e tiskouezont ar C’hrist hag an avielourien, tro-dro dezhañ. Pep anezhe a vez skrivet ur gerig e gresianeg warni. Pelloc’hig, brezhoneg ar frazennoù-se a zeu deus troidigezh gant Maodez Glanndour. Gwellout, e traoñ ar pennad (2), meur a zroidigezh e yezh ar vro.
Mazhev avielour
« Levr geneliezh… » (Mazhev 1,1)
Ganet e bro Galile, kredapl braz. Anavezet dindan an añv a Levi. Skrivet eo bet e Aviel en arameeg (3) - gwelout lec'hienn akadem.org (voir le site) - , tro-dro d’ar vloavezh 40. Gouel 21 a viz Gwengolo. Arouez : un Den pe c’hoaz un Aël
Mark avielour
« Derou kelou mat Jezuz Krist… » (Mark 1,1)
Ganet e Jeruzalem, kredapl vraz. Deuet da vezañ tost da Bêr. Gouzout a ouie gresianeg, siriaeg, latineg. Marvet e bro Ejipt, tro-dro d’ar vloavezh 67. Skrivet eo bet e Aviel e gresianeg. Gouel 25 a viz Ebrel. Arouez : ul Leon.
Ar C’hrist en e c’hloar
« Me eo sklerijenn ar bed : an hini a zeuio d‘am heul… » (Yann 8,12)
Ganet e bro Jude (Betleem, etre -4 ha -7 war a soñjer). Anavezet dindan an añv a Jezuz/Yeshouah, mab da Vari. Marvet e Jeruzalem (er bloavezh 33, derc'hent «Pessac’h» ar Juzevien) ha da heul « savet a varo da veo » (Pask ar Gristenien), evel ma lavarer e brezhoneg. E vuhez istorel a zo kontet deomp dre ar pevar Aviel. « Krist » a zo diwar ur ger gresianeg a dalv Mashiah (hebreeg)/Messie. Ouzh ar groaz, a-us d’e benn dezhañ, e oa staget ur skritell skrivet e teir yezh : hebreeg, latineg, gresianeg. Mat da c’houzout evit ar vrezhonegerien. Teir yezh : hini ar Feiz yuzev, hini ar melestradur, ar soudarded, ar c’henwerz , hag hini ar sevenadur, ar prederiañ.
Evit gouzout hiroc’h diwar-benn al liammoù etre ar Juzevien hag ar Gristenien, evit mont pelloc’h diwar-benn Pessac’h ha Pask, ha kompren muioc’h ar bed a-vremañ, ez eo talvoudus teurel ur sell ouzh un diell (diskleriadur Nostra Aetate, rann-bennad §4, sened VatikanII, 1964) aes da gaout dre internet ha pouezus-kenañ. Gwelet ivez AJCF Naoned (4), lec'hienn (voir le site)
Lukaz avielour
« Ha goude maz euz bet kalz o deus klasket… » (Lukaz 1,1)
Ganet e kêr Antioka/Antioche (bro Siri a-vremañ). Mezeg diouzh e vicher. Beajet en deus a-unan gant Sant Paol. Aozer eus Oberoù an Ebestel da heul e Aviel. Anavezet evel ur skrivagner dispar (e gresianeg). Gouel d’an 18vet a viz Here. Arouez : an Ejen.
Yann avielour
« Er penn kentañ edo ar Gomz… » (Yann 1,1)
Ganet e bro Galile, Mab da Zebede ha da Salome, breur da Jakez. Bet divroadet en enezenn Patmos (bro C’hres, tro-dro d’ar vloavezh 95), hag ivez bet o vevañ e kêr Efez/Ephese (bro Durki a-vremañ). Aozer an Diskuliadur, bet skrivet a-raok achumant e Aviel, hervez lod. Skrivet e gresianeg. Gouel : 27 a viz Kerzu. Arouez : an Erer.
Evit mont pelloc'hig
. Lec'hienn Al Liamm (voir le site) (brezhoneg gant Maodez Glanndour, 1982).
. Lec'hienn Eskopti Kemper-ha-Leon (voir le site) (brezoneg gant Ao.’n Eskob Visant Fave ha skipailh « Kenvreuriez ar brezoneg », 1982)
. Lec’hienn Koad21 (voir le site) (brezhoneg gant G Le Coat 1893, yezh nevesaet e 2004)
skrivet hag embannet en Amzer-Fask (Naoned)