- Communiqué de presse -
Daou film sevenet gant Ronan Hirrien e Taol Kurun
Paotred al loc'h a vo e sal sinema La Bobine evit displegañ penaos oa bet troet ar film, barzhed haiku ivez, hag ar sevener
Par Fanny Chauffin pour FC le 13/01/16 18:57
:

Paotred al loc'h a vo e sal sinema La Bobine evit displegañ penaos oa bet troet ar film, barzhed haiku ivez...

Ur sevener sirius ha labourus eo Ronan. Ne gont ket an eurvezhioù tremenet war an hent, e kambreier ostalerioù evit mont da welet tudennoù ar filmoù sevenet ganto.

Er maez, da hanternoz evit sellout ouzh al loar gant skriverien haiku, e salioù klas, gant Fulub ha Yann-Ber devezh an eured, ba ti mamm pep hini...

Teulfilmoù brav, fromus. Ha pa vez ar sevener er sal, laouen ar sal da c'houl' digantañ penaos en doa graet, penaos, e amzerioù start e vevomp an deiz a hiziv, e gav nerzh da grouiñ ha da filmañ tud o deus choazet da gemer hentoù disheñvel ?

Voir aussi sur le même sujet : stourm, kleweled, taol kurun