A-benn nebeut e vo aozet manifestadegoù bras e Breizh hag e rannvroioù all evit goulenn ur wir statud evit ar yezhoù rannvro.
Evit pouezañ da vat war ar Stad hag ar Rannvro da gaout ar pezh zo dleet evit Diwan en o zouez:
· Arc'hant evit kevratoù didermen ASEMed er skolioù
· Lodenn ar Stad evit implij ar brezhoneg er skolioù lojañ
· Muioc'h a bostoù skolaerien er genstrivadeg hag er skolioù Diwan,
eo a-bouez-tre e vefemp an niverusañ posupl er vanifestadeg e Karaez d'ar Sadorn 24 a viz Here.
Emgav da 2eur goude merenn e plasenn La Tour d'Auvergne
Ha na zisoñjit ket ho panelloù, kitonioù ha panielloù bravañ !