Gortozet en deus ar gouarnamant gall ar mare diwezhañ hag enluskadenn hollek al labourerien douar araok ersaviñ. Anavezet mat ha rakwelus-tre e oa enkadenn al labour-douar koulskoude. Nag a amzer gollet ! Tennet en deus prezidant ar republik un diskoulm dispar diouzh e dog : ober gant ul logo produ gall. Hor gwellañ gourc'hemennoù ! Degas a ra Strollad Breizh da soñj avat ez eus endeo eus " Produet e Breizh ". Trawalc'h eo ober gantañ evit holl genderc'hadoù perzhioù mat enno graet e Breizh. En em harpañ ouzh ar vevezerien hepken, n'eo ket trawalc'h avat.
Gellout a reer termeniñ ur priz reizh dre gaout emglevioù etre ar genderc'herien, ar gounezvouederezhioù hag an dasparzherezhioù bras. Betek 2008 e c'helled c'hoazh kaout seurt kendivizoù evit kempouezañ ar prizioù prenañ ha gwerzhañ. Abaoe ar bloaziad-se e oa bet torret ar beñveg-reoliñ-se, en anv frankiz ar c'hevezerezh europat. Al labour-douar an hini eo an dachenn ma c'hoari dres freuz ha reuz an dreistfrankizouriezh armerzhel. Kaozeal eus dleoù ar saverien loened, daleañ taladur ar c'hargoù, reiñ un tamm sikour d'an teñzorerezhioù a zo kemennadennoù a ziskouez an diouer a youl bolitikel. Gouzañv a ra ar saverien loened breizhat ivez politikerezh etrebroadel ar gouarnamantoù gall, ha pa vefent bet eus an tu kleiz pe eus an tu dehoù. Fin ar feurbarzhioù laezh, an embargo rusiat o lakaat ar c'hig moc'h alaman da aloubiñ ar marc'hadoù e Breizh, paneveken, a zo elfennoù politikel stag ouzh enkadenn al labour-douar. An diskoulm na c'hell bezañ nemet politikel hag europat.
Ret eo deomp distreiñ da reoladur ar c'henderc'h hag ar prizioù dre naozioù ha dre c'hennadoù douaroniel dibabet. Dleout a ra ar gennadoù breizhat gellout en em renkañ gant frankiz hag emrenerezh. A-wel d'an holl ivez. O kenlodañ ar genderc'herien, ar gounezvouederezhioù, an dasparzherezhioù bras, hag ivez - en un doare nevezus - kannaded ar vevezerien. Harpañ a ra Strollad Breizh ar saverien loened breizhat. Gervel a ra Strollad Breizh ar vevezerien vreizhat da skoazellañ anezho. Evit Strollad Breizh, an darbaroù bet kinniget gant ar gouarnamant n'int nemet diarbennoùigoù didalvez. An diskoulm a zo e-barzh ur politikerezh disheñvel hag europat, kengretoc'h, pleustrekoc'h, ha na vije ket ken ideologel war-du an dreistfrankouriezh armerzhel.
Emile Granville,
Mouezh aotreet Strollad Breizh - 22/07/2015.