Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Lenn Gwerledan (Wikipedia)
Lenn Gwerledan (Wikipedia)
- Communiqué de presse -
Peseurt dazont evit ar brezhoneg e Gwerledan hag e kreiz Breizh ?
Goude bezañ lennet kemennadenn dilennidi kreiz Breizh diwar-benn al livaj bet lakaet ouzh panelloù tro-dro da lenn Gwerledan e fell da strollad Ai'ta! embann e soñj. N'eo ket doareoù ober
Par Collectif pour Ai'ta ! Kreiz Breizh le 28/04/15 21:09

Goude bezañ lennet kemennadenn dilennidi kreiz Breizh diwar-benn al livaj bet lakaet ouzh panelloù tro-dro da lenn Gwerledan e fell da strollad Ai'ta! embann e soñj. N'eo ket doareoù ober Stourm Ar Brezhoneg a re a vez implijet gant Ai'ta!, met ne c'heller ket chom mut da-heul komzoù an dilennidi-se. D'ar poent m'emañ ar brezhoneg e-kreiz ar roudoù e rank an holl plantañ 'barzh. Abretoc'h er bloaz-mañ hon doa skrivet da gumuniezhioù kumunioù kreiz Breizh, Pondi ha Loudieg, kement ha da Guzul departamant Aodoù an Arvor, evit goulenn ma vo implijet ar brezhoneg war holl panelloù ha teulioù darvoud Gwerledan, a live gant ar yezhoù all. Un afer a zoujañs evit ar vrezhonegerien hag a re a ra gant hor yezh war ar pemdez an hini eo.

Brav eo da vaered Kaorel, Lanniskad, Mur, Perred, Sant-Inan ha Berc'hed ha Sant-Jelven embann ez int "difennerien sevenadur ar vro" met n'eo nemet gevier : en o c'humunioù n'eus skol ebet a gelenn brezhoneg, hini ebet n'en deus sinet karta "Ya d'ar brezhoneg" pe kaset ar brezhoneg war-raok er vuhez foran. O derc'hel da vont gant an hent-se e vo marv mik ar brezhoneg e kreiz Breizh a-raok pell. Ar skeudenn-se eus kreiz Breizh hag eus ar sevenadur an hini eo a fell d'an dilennidi-se diskouez ?

Da echuiñ ganti e fell deomp lavaret kreñv penaos e savomp a-enep krenn komzoù Gwenola de Araujo, e karg eus ti an douristed e Pondi. Ober gant ar brezhoneg n'eo ket evit plijout pe soursial ouzh d'an douristed. Ul lodenn eus hor sevenadur hag eus istor ar vro an hini eo, doujañs a c'houlennomp eta. Mantret eo strollad Ai'ta! o welet ar mod ma talc'h micherourien an douristelezh er vro da zispriziañ ar brezhoneg : ur gerig a-gleiz hag a-zehou (d'ar gwellañ tout), rak cheuc'h eo, sur. Da skouer, ne vo posubl gweladenniñ lenn Gwerledan e brezhoneg nemet div wech dindan 6 miz, ha ne resevo ket an den a raio war-dro an disterañ gwenneg toull. Micherelaat an implij eus ar yezh a zo d'ober, betek er frammoù gouestlet d'an douristed. Abaoe degadoù a vloavezhioù e vez kelennet hor yezh er skolioù setu ez eus hiziv an deiz un toullad tud barrek d'ober al labour e brezhoneg, youl politikel n'eus ket avat !

pas de code
Vos 6 commentaires
Ar Gov Paol Le Mercredi 29 avril 2015 11:32
Trugarez adarre da Ai'ta...
Bep gwech ez eus da lakaat, da wir,ar brezhoneg da vont waraog e vez Ai'ta o tigerin an nor gant an alc'hwez mat.
(0) 
Youenn Penhador Le Mercredi 29 avril 2015 18:27
N'eus ket skolioù diyezhek eus seurt ebet el lodenn-se eus Kreiz Breizh. Iskiz tre. Eus Rostren da Vur ha eus Boulvriag da Bondi evel ma vije dija divrezhoneket an dud.
(0) 
Pôtr ar skluj Le Mercredi 29 avril 2015 19:32
"O derc'hel da vont gant an hent-se e vo marv mik ar brezhoneg e kreiz Breizh a-raok pell."
Mes pauvres amis, à Mûr le breton est mort depuis bientôt cent ans. Il faut connaître un peu le pays qu'on défend avant de s'en prendre à des élus. Comme si la décision d'un maire pouvait empêcher la mort inéluctable du breton...
(0) 
Plog Le Mercredi 29 avril 2015 19:39
@Pôtr ar skluj : N'eo ket ganeoc'h e vo savetaet hor yezh 'm eus aon.
Un toullad brezhonegerien a chom du-se, holl int kozh avat... Treuzkas a zo d'ober eta !
(0) 
Pôtr ar skluj Le Mercredi 29 avril 2015 20:47
Ba Mur n'eus ket brezoneger ebéd ken. Anavoud a ran ar horn-bro-ze ablame em-eus bet studiet e barlant galloeg eun tammig. Deuz ar parrochou-all a zo kôzeet dohoute ba'r pennad ne laran ket mann ebéd pezegur n'ouzon ket mann ebéd. Lennit ar leor skrivet gand Fañch Broudic diar-benn harz ar brezoneg ma ne gredit ket ahanon.
Dao eo aksepta lar n'eo ket posubl savetaad hor langaj. Ne laran ket lar eo êz ar hañv-mañ koulskoude...
(0) 
Yann Stourmer Le Jeudi 30 avril 2015 12:15
E Kistreberzh 'oa bet savet ur skol Diwan pemzek vloaz zo dija !! Perak na vefe ket posupl d'ober kementd all e Mur ivez ??!? Da vihanañ ne vefe ket marv-mik ar yezh en takad-se...
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 2) ?

ABP

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons