photos/35/35606_1.jpg
- Communiqué de presse -
Diwan Pariz ha skolioù all er rouedad a vez o c'houzañv an diframm
En arvar emañ Diwan Pariz evit an abegoù kefridiel-mañ : “un heuliad ehanoù labour gant ar skolaerien ha postoù vak d'o heul”. Abegoù zo d'an ehanoù-se e forzh pe vod. Embannet
Par Bertrand Deléon pour CGT-SNEIP le 8/11/14 2:09

En arvar emañ Diwan Pariz evit an abegoù kefridiel-mañ : “un heuliad ehanoù labour gant ar skolaerien ha postoù vak d'o heul”.

Abegoù zo d'an ehanoù-se e forzh pe vod. Embannet e oa bet gant KHL (CGT) pegen stegn e oa an darempredoù e diabarzh skolioù zo pa sav bec'h diwar dizemglev etre an dasparzh labourioù d'ober hag ar c'hargoù micher pe get pep hini.

Skolioù all er rouedad a c'houzañv pe o deus gouzañvet bec'hioù damheñvel ; digresket bras an niver a skolidi war un dro. Sachet eo ar familhoù gant disoc'hoù ar skolioù Diwan hogen n'eo ket kreñv o mont en-dro evit kement-se. Skuizhus meurbet e c'hall bezañ ar wask war ar c'hopridi.

Un adreizh framm zo d'ober. E-touesk ar c'hrafoù pennañ da vezañ diluziet emañ c'hoant KHL (CGT) e vefe ur c'hempouez e rummadoù an dileuridi anvet pe dilennet : skolaerien, sindikadoù, tud ar skolidi, renerezh.

A-hend-all un dezvad zo da gaout evit ar c'hopridi ankelenn da warantiñ stabilded ar skolioù hag ur c'hoskor seder. Hollbouezus eo ar stabilded-se a-fet kelennerezh evit ar skolidi.

Ur rouedad skolioù aprouet eo Diwan en diwezh ken e tle bezañ gouest da dremen he skolioù nevez dindan gevrat Stad kerkent ha krouet.

SSDKP-KHL (SNEIP-CGT).

Document PDF . Source :CGT
Voir aussi sur le même sujet : diwan,deskadurezh,kelenn
logo Ho pediñ a ra ar CGT da zont diouzhoc’h en hec’h obererezh hag er vuhez sindikel, da vezañ lodek ha da ziorren enni. Ouzhpenn kargidi, dileuridi, dilennidi pe kannidi c’hoazh a ya da ober ar CGT. Kenober gant poell e 650000 ezel eo nerzh pennañ ar CGT a-benn gwellaat kerzh an holl. En em gavout a ra an holl c’hopridi « Asambles evit ober ».
[ Gwelout pennadoù all CGT-SNEIP]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 2 multiplié par 3) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons