Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/32/32943_1.jpg
Lena Louarn ha Paul Baudic
- Communiqué de presse -
Al label 1 gant Brec'h
Brec’h he deus resevet label 1 ar garta Ya d’ar brezhoneg hag he deus divizet mont war-zu al label 2. D’ar 14 a viz C’hwevrer 2014 he deus roet an it.
Par Visant Roue pour Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg. (OPLB / OPAB) le 18/02/14 9:52

Brec'h he deus resevet label 1 ar garta Ya d'ar brezhoneg hag he deus divizet mont war-zu al label 2.

D'ar 14 a viz C'hwevrer 2014 he deus roet an it. Lena Louarn, besprezidantez Kuzul-rannvro Breizh karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez Ofis Publik ar Brezhoneg, label 1 ar garta Ya d'ar brezhoneg d'an ao. Paul Baudic, maer Brec'h.

6 ober a zo bet kaset da benn gant ar gumun m'eo skoliataet 120 skoliad er c'hentañ derez divyezhek (en o zouez 30% eus skolidi ar gumun enskrivet er skol-vamm).

Ouzhpenn-se he deus divizet kêr Brec'h mont war-zu label 2 ar garta en ur zibab 6 ober nevez. Staliañ plakennoù-straed divyezhek ha diorren plas ar brezhoneg e bed ar vugaligoù zo e-touez an oberoù dibabet.

Voir aussi sur le même sujet :