- Communiqué de presse -
Prizioù dazont ar brezhoneg 2014
Lid Prizioù dazont ar brezhoneg a oa bet dalc'het e Pont-'n-Abad d'ar 24 a viz Genver 2014. Sed aze roll al loreidi bet dibabet gant ar bodad-barn, dasparzhet etre 7
Par Visant Roue pour Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg. (OPLB / OPAB) le 28/01/14 12:31

Lid Prizioù dazont ar brezhoneg a oa bet dalc'het e Pont-'n-Abad d'ar 24 a viz Genver 2014.

Sed aze roll al loreidi bet dibabet gant ar bodad-barn, dasparzhet etre 7 rummad.

Loreidi Prizioù dazont ar brezhoneg. Skeudenn Yannig Derennes

Ar re o deus bet ar priz kentañ o do 1500 euro dre an Ofis Publik (en anv Kuzul-rannvro Breizh. Ar re o deus bet an eil pe an trede priz o do pep a 500 euro.

BREZHONEGER AR BLOAZ :

Priz 1añ : Malo Bouëssel du Bourg, rener Produet e Breizh. Sikouret kalz en deus evit kas ar brezhoneg war-raok e mont en-dro Produet e Breizh, paeron Diwan Felger eo ivez, skrivañ a ra haïku e brezhoneg ha labourat a ra evit sevel ar gelaouenn al Liamm.

2l priz : Soazig Danielou, evit bezañ savet ar film hir kentañ e brezhoneg, Lann vraz.

3e priz : Isabelle Le Nabat, evit he lec'hienn genrouedad digoust "webklas", digor d'an holl, skolioù ha kerent, a ginnig dafar pedagogel.

KEVREDIGEZHIOÙ :

Priz 1añ : Lise Diwan, lise 1añ Frañs evit e zisoc'hoù er Vachelouriezh e 2012.

2l priz : Klub Rugbi an Aber e Plougerne, kehentiñ divyezhek, staj deskiñ c'hoari rugbi e brezhoneg, animatourien divyezhek a ginnig c'hoari e brezhoneg.

3e priz : Ti an douristed Kreiz-Breizh, evit bezañ krouet ur « produ touristel » nevez : dibennoù-sizhun e brezhoneg, an degemer hag ar gweladennoù a vo graet e brezhoneg.

EMBREGEREZHIOÙ :

Priz 1añ : Breizhit, evit bezañ krouet ur c'hoari goulennoù e brezhoneg, leun a fent, evit ar re vihan hag ar re vras.

2e priz : ConsoBreizh, evit e lec'hienn genrouedad divyezhek a ginnig ur bern ditouroù talvoudus d'an dud dedennet gant ar « Graet e Breizh » hag ar « Beveziñ mod Breizh » .

FRAMMOÙ PUBLIK :

Priz 1añ : Ti-kêr Kerien : ur gumun vihan he deus kaset 15 ober da benn e stern ar garta Ya d'ar brezhoneg, ha labouret kalz evit digeriñ un hentad divyezhek er skol bublik.

2l priz : Leurenn Glenmor e Karaez, evit bezañ savet roll bloaziek ar programmoù en div yezh penn-da-benn, he lec'hienn genrouedad divyezhek a vez maget ingal, he fanellerezh, an implij pemdeziek eus ar brezhoneg gant he rener hag unan eus an implijidi.

3e priz : Kevrenn geltiek Skol-Veur Roazhon II, evit bezañ sinet un emglev gant Skol-veur Harvard evit ma vo kelennet brezhoneg du-se.

LEVR FALTAZI :

Priz 1añ : Herve Gouedard, evit Paul Sérusier, Al Liamm

2l priz : Erwan Hupel, evit Yudal, al Liamm

3e priz : Yann Gerven, evit Traoù nevez, Skol Vreizh

KLEWELED :

Priz 1añ : Lann Vraz, Kalanna, gant Soazig Danielou.

2l : A-hed an dour, France TV, gant Eric Gudenkauf.

3e priz : War an ton bras, LBK, gant Lionel Buannic ha Claude Nadeau.

CD KANET E BREZHONEG :

Priz 1añ : Dom Duff, evit Babel Pow Wow.

2l priz : Gwennyn, evit Beo.

3e priz : Rozenn Talec-Yannick Noguet, evit Mouezh an diaoul.

Voir aussi sur le même sujet :