Ur farsadenn eo, met marteze e vefe mat lavarout ar wirionez a-wechoù...
Diaes ar jeu hiziv an deiz evit ar frankiz er c'hazetenniñ. Penaos e c'hell ober Mari ha Yann, brezhonegerien anezho, evit gouzout petra eo, e gwirionez, e Breizh, efedoù politikerezh an OGM ? Ha pegement a arc'hant a vez roet da Vonsanto bep bloaz ? Ar moc'h bouetaet kazi holl anezho gant OGM...
Gwelloc'h eo tevel, prenañ kig, lakaat ar mekanik deuet da vezañ foll da dreiñ buanoc'h-buan betek ma trofemp sot ni ivez.
E broioù paour-razh evel Haiti pe e Perú o deus nac'het an dud an OGM. Ni, Bretoned, a asant, a bren, a chom mut. Evel boaz.