Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/30/30929_1.jpg
- Communiqué de presse -
Forom yezhoù ar Republik : mont a raio an traoù war-raok ?
Politikerien eus bed ar c'hevredigezhioù, deputeoù, juristed eus Akadia ha China, ha pennoù-bras all e Langon...
Par Fanny Chauffin pour Festival Taol Kurun le 23/07/13 23:37

Politikerien eus bed ar c'hevredigezhioù, deputeoù, juristed eus Akadia ha China, ha pennoù-bras all e Langon o doa displeget araokadennoù ha diaesterioù stourmerien yezhoù «rannvroel» ar Republik

Ar pempvet forom

E Langon, ur gumun 7 000 annezad enni, e vez aozet ar festival «Les nuits atypiques» gant ur 100 den a youl-vat ha tri den gopret war leun-amzer evit aozañ ar forom, ar festival, hag embann un tregont pladenn bennak e-korf 22 vloaz war anv DAQUI ( (voir le site)

D'al Lun, evit kregiñ gant ar festival, e vez aozet ur forom abaoe pemp bloaz : «Forom yezhoù bro C'hall» , gant tud arbennik eus ar skolioù Calendrettes (Okitania), Diwan ha Seaska (bro Euskadi). Er bloz-mañ e oa bet pedet politikerien o doa labouret gant ar Gomision war ar «refondation de l'éducation» (adsevel an deskiñ).

E penn al labour e oa tri depute, tud bet e bed ar c'hevredigezhioù, daou eus Okitania : Martine Faure, bet prezidantez ar strollad studiañ ar yezhoù rannvroel, ha David Grosclaude, kuzulier rannvro Akwitania, bet e penn ur radio kevredigezhel, ha Paol Molac, depute UDB bet prezidant Div Yezh e Breizh.

Deut e oa meur a strollad war al leurenn, evit priziañ politikerezh Ayrault da gentañ, hag evit soñjal, da eil, war an doare da stourm a-enep ur Stad he dez mil boan o kompren ez eo enep lezenn hag enep gwirioù mabden nac'hañ o gwirioù d'ar re a gomz ur yezh all eget ar galleg e bro C'hall.

Goude-se e oa bet tud ar gwir o tielfennañ abegoù a c'helle displegañ perak e oa ken diaes ar stourm evit ar yezhoù bihan er Republik. Hag evit echuiñ e oa bet prezidant ar «Ligue de l'Enseignement» (kevre ar c'helenn) o kemer harp war an istor evit diskouez e oa bet traoù pozitivel o doa talvezet da lakaat an traoù da vont war-raok. Da skouer e oa bet skoazellet Per Jakez Helias ha Robert Lafont, gant an Deskadurezh Stad c'hall, en o labour diwar-benn ar brezhoneg hag an okitaneg .

Diskoulmoù pe hent-dall ?

Displeget e oa bet, gant Fernand de Varennes, ne oa kazi netra da c'hortoz digant Europa. En Unesco avat e vefe posubl, marteze, da stourm evit Tahiti.

Penaos e c'hell deputeed ar Vodadeg C'hall votiñ evit ma vefe meur a vaster e saozneg penn-da-benn e skolioù-meur ar vro, pa soñjer eo skrivet splann er Vonnreizh eo «ar galleg yezh ar Republik» ? Ne c'hell ket ur Stad lavarout un dra hag ar c'hontrol war ar memes tro. Perak difenn implij ar brezhoneg pe an okitaneg pa vez aotreet ober gant ar saozneg ?

Disheñvel eo an traoù e Tahiti : ma n'o dez ket ar vugale tro da gomz yezh ar vro er skol e komzont anezhi er gêr bemdez. Un arguzenn a-bouez evit tud an UNESCO a c'hallfe embann ez eo poent da vro C'hall chom hep aloubiñ ar vro-mañ pelloc'h.

Ez-pleustrek o deus an deputeed ar santimant n'eo ket bet ken digor ministrerezh an Deskadurezh Stad biskoazh... Dav gouzout memestra ne oa bet skrivet war ar yezhoù bihan e miz Genver c'hoazh e testenn al lezenn «refondation de l'école» (adsevel ar skol).

Mizioù zo e vez Paol Molag, David Grosclaude, o labourat hardizh. Kalzig a draoù o doa da lavaret ha kinnigoù nevez d'ober evit ma vefe muioc'h a yezhoù bihan er programmoù nevez. Lennet o doa ar pennadoù dirak perzhidi Langon, spi ganto da gaout araokadennoù.

Gortozomp bremañ disoc'h al labour-mañ – o c'houzout e vank kelennerien e pep lec'h, hag ez eo un digarez re vrav evit kontañ n'eo ket posubl digeriñ skolioù nevez – hag e vefe aozet ar bloavezh kelenn kentañ evit ar skolaerien divyezhek nevez, gant prantadoù e Sant-Brieg (evit ar brezhoneg, e-lec'h ma oa an IUFM gwechall) hag e Roazhon pe e Brest (100 km etre ar skol-veur hag an eil lec'h studi).

Lavarout un dra bennak hag ar c'hontrol, ober ur c'hammed war-raok hag an eil war-gil... Maer Langon, okitaneger a-vihanik, a soñj gantañ ez eo re ziwezhat evit stourm. Evit digeriñ ar forom en doa embannet : «A-benn kant vloaz ac'han, ne vo bet araokadenn ebet, hag echu e vo gant an okitaneg.» Gant ar spi e vo diskouezet dezhañ eo faziet...

Voir aussi sur le même sujet : stourm, brezhoneg, diwan