Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Compte rendu -
Konterien o konkourin evit Kan ar Bobl : un eostad fonnus
Peder flac'h trec'h e krouidigezh hag e kontadennoù hengounel, met dek konter leun a fent hag a ijin, peadra da rein plijadur d'an arvesterien
Par Fanny Chauffin pour Festival Taol Kurun le 4/02/13 22:57

Peder flac'h trec'h e krouidigezh hag e kontadennoù hengounel, met dek konter leun a fent hag a ijin, peadra da rein plijadur d'an arvesterien

Gant Daniel Cudennec, istorioù maengleuzerien Motrev, gant Roger istorioù Hippolyte ha kanaouennoù fentus, gant Denise, un Tsunami e Karnag. Ha gant ar re all ?

Daou a zo bet awenet gant Taol Kurun, Marie Françoise Castric, eus bro Vigoude hag Yvon, o kontaNN troioù kaer un den yaouank o tont en dro eus fest noz ar C'hoad Kaer, hag o kejañ ouzh ur vaouezh drol o c'hoari biz meud war bord an hent e kichen Skaer...

Kanaouennoù a zo bet ivez gant Anne-Marie Colomer. Enrollet oa bet gant Bleu Breizh Izel a skigno dizale tammoù an abadenn.

Disoc'hoù

Krouidigezh ; Mai Ewen eus Redene ha Marie-Françoise Castric, bro Vigouden

Kontadenn hengounel : Annig Thomas hag Odette Merrien