- Reportage -
Galv graet ouzh kement emzaver 'vefe a-du gant adunvanidigezh Breizh pe get
Manifestateg e Montroulez 15 a viz kerzu 2012 GALV GRAET OUZH KEMENT EMSAVER 'VEFE A-DU GANT ADUNVANIDIGEZH BREIZH PE GET Daou hent stur a zo bremañ gant ar stourm evit ar vro
Par Le Bihan Jean-François pour Bretagne Réunie le 17/12/12 18:25

Manifestateg e Montroulez 15 a viz kerzu 2012

GALV GRAET OUZH KEMENT EMSAVER 'VEFE A-DU

GANT ADUNVANIDIGEZH BREIZH PE GET

Daou hent stur a zo bremañ gant ar stourm evit ar vro : he YEZH hag hec'h ADUNVANIDIGEZH. B'emaint bremañ hirio an deiz o kejañ an eil gant egile ha ret groñs eo na drofent ket da vezañ un hent-dall. Perak ?

Anat ha sklaer-kenañ eo al labour da vezañ graet evit kas an ADUNVANIDIGEZH da vat : ret eo strollañ ar brasañ niver a vennadoù a-du gant an ADUNVANIDIGEZH digant kement ti-kêr a zo e Breizh da lavarout eo 1491 anezho. Ouzhpenn an drederenn anezho zo troet a-du betek-hen! Chom a ra an div drederen all da gendrec'hiñ. LABOUR 'ZO !

Ur wech tizhet 746 ali a-du ganeomp neuze ha neuze nemetken 'vo tro deomp-ni gwiriekaat nerzh poblek, demokratel hag istorel hor stourm ha un tamm mat 'vo aesaet labour ar c'hannad war 'n ugent (diwar

37 anezho) bet savet a-du evit hen-ober.

Dre ma ne c'hellomp kaout mouezhiadeg hollek ebet, ret mat eo deomp dastum gouestloù poblañs ar vro, dre hanterouriezh o dilennidi, kement live vefe ganto.

Ken pouezus all eo derc'hel da stourm ingal e-pad an devezhioù hag ar mizioù a chom evit lakaat an tier-kêr da dreiñ a-du gant an ADUNVANIDIGEZH ha pa ne vefe dija graet mont da welout ar re e-kichen. Ken pouezus all eo ar stourm-mañ eget unan evit digeriñ ur skol war ar brezhoneg na vefe ur skol noz.

Ha perak ta?

Ma ne vez ket graet an ADUNVANIDIGEZH d'an abretañ ar gwellañ pezavare an hini 'vo graet neuze?

Na laoskomp ar yaouankizoù da zont da zisoñjal pezh a oa Breizh.

Ma ne vez ket graet an ADUNVANIDIGEZH buan-tre hor bo ni holl ac'hanomp un “Dekad Grantwest” difoutre penn-da-benn eus Breizh. N'eo ket dileuridi ar “Sarthe”, ar “Vendée” pe re Bro “Anjou” a vo techet da vouezhañ skoazell arc'hant evit kelenn ar brezhoneg pe istor Breizh… It da grediñ!!!

Setu perak e kinnigomp deoc'h ober deus ho seizh gwellañ evit mont e darempred gant ho kuzul-kêr evit lakaat anezhañ da dreiñ a-du gant an ADUNVANIDIGEZH ha ma vefe kelaouet ha skignet e youl dre skrid. Ha da lakaat kement ti-kêr en-dro, nevern e vent, da ober kement all.

Aes eo deoc'h kaout ar seurt teuliadoù: listennoù an holl tier-kêr bet goulennet o ali diganto nevez 'zo, an teuliadoù hag an doareoù-ober a vo kinniget da gement hini prest da labourat da vat evit an ADUNVANIDIGEZH.

Bezomp sklaer, “trapit” teuliad an ADUNVANIDIGEZH evitoc'h hoc'h-unan ha aet e darempred gant Breizh Unvan ra vefec'h ezel pe get. Setu, da heul an titouroù da vezañ kaset d'ho tilennidi.

Herve Morvan

e karg eus menadoù adunvanidigezh

e anv prezidant J.F Le Bihan.

BREIZH UNVAN / BRETAGNE REUNIE

Ezel Ajañs ar Gwirioù Diazes Unaniezh Europa

BP 49032 - 44090 NANTES Cedex 1

www.bretagne-reunie.org - Darempred : voeux-de-reunification [at] bretagne-reunie.org - 06 82 67 19 46

Roll an tier-kêr bet goulennet d'an 04-12-2012 5 teuliad PDF staget dre departamantoù

Roll an titouroù da vezañ kaset d'ho tilennidi

1- Introduction, la Réunification de la Bretagne, cela doit être aussi maintenant. Juillet 2012. (2 pages en PDF pièce jointe)

2- Comment simplifier la carte régionale du Nord-Ouest de la France (4 pages avec cartes en PDF pièces jointes) ou lien : (voir le site)

3- Les enjeux économiques de la Réunification (4 pages en PDF pièces jointes) ou lien : (voir le site)

4- Manifeste pour une Bretagne belle, prospère, solidaire et ouverte sur le monde. (2 pages avec cartes en PDF pièces jointes) ou lien (voir le site)

5- Modèle de vœu (1 page en PDF pièce jointe) ou lien : (voir le site)

6- Entretien du 01/12/2011 de François Goulard, Président du CG 56, à Bretagne Réunie (2 pages en PDF pièce jointe)

7- Pour information, derniers vœux ou résolutions votés en 2012, + vœux inconnus ou non répertoriés et découverts en 2012 (1 page en PDF pièce jointe).

Voir aussi sur le même sujet : manif,morlaix,réunification,Breton,langue bretonne
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 9) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons