Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Présentation de livre -
Mammig zo droug enni, gant Mark Kerrain
Skeudennaouet gant Maël Verot. Dilun em boa kavet un arzh du oc'h evañ dour... Dimeurzh em boa kavet
Anne-Sophie Leborgne pour Sav-Heol le 4/07/12 9:59
26582_1.jpg

Mammig zo droug enni gant Mark Kerrain, skeudennaouet gant Maël Verot.

Dilun em boa kavet

un arzh du oc'h evañ dour

e-barzh ar yenerez.

Sec'hed en doa marteze.

Ha me am boa soñjet :

« Pegen souezhus ! Pegen iskis !

Un arzh du e-barzh ar yenerez ! » [...]

Dimeurzh em boa kavet

ur vuoc'h o tebriñ bara

war an daol e-barzh ar gegin.

Naon he doa marteze.

Ha me am boa soñjet :

« Pegen souezhus ! Pegen iskis !

Ur vuoc'h o tebriñ bara ! »

Neuze em boa kemeret ar vuoc'h

ha lakaet anezhi

war ma gwele da gousket c'hwek.[...]

Poent eo da Nolwenn renkañ he c'hoarielloù met strewet int un tamm pep lec'h en ti ha, bemdez, e kav unan anezhe oc'h ober un dra souezhus. D'al Lun emañ an arz e-barzh ar yenerez oc'h evañ dour ; d'ar Meurzh emañ ar vuoc'h o tebriñ bara war an daol e-barzh ar gegin ; d'ar Merc'her emañ ar c'hrokodil o'n em walc'hiñ e-barzh ar gibell ;...

Un digarez eo an istor ivez evit menegiñ ha deskiñ devezhioù ar sizhun.

18 p. ; 14,8 x 21 cm

4 €

ISBN : 979-10-90456-02-0

Voir aussi :
Embannet 'vez levrioù a-bep sort get kevredigezh Sav Heol, dalc'het gant Mark Kerrain : evit bugale ar skolioù divyezhek, o zud, ar re daet a zesk...
32, bali ar Voudenn
35650 Reuz
02 96 48 03 00
Gwelout pennadoù all Sav-Heol
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 1) + 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons