Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Enquete -
Goap ouzh ar vrezhonegerien ?
Miz zo bennak (d'an 30 a viz Mae an hini e oa) em boa lakaet un toullad linennoù en ABP da ziskouez pegen pell
Par Mark Kerrain pour Mark Kerrain le 23/06/11 10:16

Miz zo bennak (d'an 30 a viz Mae an hini e oa) em boa lakaet un toullad linennoù en ABP : ( voir notre article ) da ziskouez pegen pell emañ ar gerioù eus ar wirionez e stal ar FNAC e Roazhon, ma weler un toullad skritelloù brezhonek, evel an hini « Levrioù » , ha levr brezhonek ebet er stal.

Ha pemzektez goude, petra lenner e kazetennoù ar vro ? Roet d'ar FNAC –se unan eus Prizioù Rannvroel Dazont ar Brezhoneg gant Ofis ar Brezhoneg.

Klevet em eus lavaret (ne welan ket se skrivet neblec'h) e vez roet 1.000 euro da loreidi ar priz. Ma'z eo gwir e c'hallo ar 1.000 euro-se servij da brenañ levrioù brezhonek da lakaat er stal, ur c'heloù mat, neketa ?

Kavet e vo levrioù brezhonek er stal diwar vremañ eta, hag adalek neuze e vo meritet ar priz.

A-hend-all, ma ne vefe levr brezhonek ebet, ne vefe nemet goapaerezh ouzh genoù ar vrezhonegerien ha lennerien vrezhoneg evel-just. Met se, n'hall ket bezañ.

Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1692 lectures.
Vos 7 commentaires
JLuc Le Floc'h Le Jeudi 23 juin 2011 14:14
Biskoazh kemend all !
Ha koulskoude ne soñj ket diñ e naac'hfe ar vFNAC da lakaat levrioù e brezhoneg war well hag evit prenañ, ma'z eo goulennet diganti gant OaB evel just.
En ur lâret se e teu din e'm eñvor gerioù lennet dindan bluenn he rener kentañ André Essel ec'h añv (e-barzh kazetenn FNAC, war-zu he pratikoù) : "une entreprise ne peut pas aller contre la loi". Lâret e voe ur frazenn-se e-giz-se pe dost e maread lezenn Lang da-geñver priz al levrioù.
Setu perak, ar vFNAC - ma chom un dra-bennak d'he spered kentañ - ne c'hellfe ket c'hoari gant gwenneien ar Vreizhiz (ma vefent brezhonegerien pe get).
Trugarez deoc'h evit ar pennad-se.
(0) 
Francis Salaün Le Jeudi 23 juin 2011 18:46
Displeget 'm boa ar wech paset dija perak e oa diaes kaout levrioù en hor yezh en ur FNAC, met ret 'vo din addisplegañ neuze :
" Ret eo deoc'h gouzout n'eo ket aes tamm ebet mont en-dro ur stal evel ar FNAC evit degemer al levrioù. Ret eo d'al levr bezañ degemeret en un doare broadel (war Bro-C'hall a-bezh), ha n'eo ket a-stal da stal !
Setu perak n'eo ket anat lakaat levrioù en hor yezh da vont e-barzh..."
(0) 
Aleksandr ar Gall Le Jeudi 23 juin 2011 19:25
Da Francis: talvoudus e kavan ho tisplegadenn, met:
1) m'eo gwir pezh a lârit e c'heller cheñch doareoù mont en-dro ar stalioù atav, evito da glotañ gwelloc'h gant ar pezh a vez goulennet gant ar brenerien (lezenn ar marc'had, pea)
2) ha ne vez ket kavet levrioù e saozneg, alamaneg pe spagnoleg un tamm e pep lec'h e diabarzh harzoù ar C'hwec'hkorn (en dachenn "vroadel" ma fell deoc'h)? Brezhonegerien a zo en tu all da Vreizh-Izel ivez, eveldon da skouer. Pezh zo, ne ouezer ket ha niverus int. Met kavet e vo tud da brenañ... pe get, evel evit pep levr. E mediaoueg Poitiers ez eus levrioù brezhonek, un nebeud re. Neuze?
(0) 
mark kerrain Le Jeudi 23 juin 2011 19:37
Bretoned zo a gav "anat" e tlejemp kavout levrioù brezhonek e stalioù-levrioù Breizh.
(0) 
mark kerrain Le Jeudi 23 juin 2011 20:58
Ar pennadig-se n'eo ket db ar FNAC hepken eo, met db ar prizioù...
Unan zo bet roet d'un troour brezhonek, YV Thorel, hag a ra levrioù brezhonek evel-just, unan all d'ur marc'hadour levrioù , ha ne fell ket dezhañ gwerzhañ al levrioù-se.
Hag ar memes Priz Rannvroel Dazont ar Brezhoneg dezho o-daou.
(0) 
Fulup Jakez Le Lundi 27 juin 2011 11:25
Demat deoc'h,
Dre ma sell ouzh ar prizioù roet gant an Ofis publik en anv Rannvro Breizh e respontan d'ar pennad-mañ. Goap ouzh ar vrezhonegerien eme Mark Kerrain, feiz ne gredan ket met pep hini zo libr da soñjal ar pezh a gar evel-just.
N'eo ket bet roet prizioù dazont ar brezhoneg d'ar FNAC peogwir e werzhe (pe ne werzhe ket, anat deoc'h) levrioù brezhoneg. Roet eo bet ar prizioù peogwir e oa bet staliet gant FNAC Roazhon ur panellerezh divyezhek er stal evit ar wezh kentañ e Frañs. Gant ar priz zo bet roet dezho ez eus bet c'hoant gant ar juri da lakaat war wel ar striv-se a-berzh ur stal vras diazezet e Pariz, gant ar spi da welet stalioù all ar FNAC d'ober kement-all war-lerc'h ha gant ar spi e c'hallfe ar skouer-se talvezout ivez da stalioù bras all pe e vefent stalioù diazezet e Pariz evel ar FNAC pe stalioù eus ar vro.
Tud zo a garfe bevañ en ur bed dispar ha reizh ma vefe doujet d'hor yezh gant an holl e pep lec'h e kement degouezh zo. Kalz a stalioù pe embregerezhioù ne reont ket netra gant ar brezhoneg. Pa vez ur stal arouezius a grog d'ober un dra bennak e c'haller kaout emzalc'hioù disheñvel en he c'heñver. Tu zo da skeiñ ganti dizamant peogwir ne'z a ket pell a-walc'h. Tu zo ivez da reiñ mel evit ar pezh zo bet graet, gant ar spi e vroudo anezhi da genderc'hel gant an hent nevez bet dibabet ganti. Evel ma lavare an dud gwechall, da lakaat an azen da vont war-raok, e c'haller reiñ taolioù bazh dezhañ sur, met boueta anezhañ n'eo ket fall ivez a-wechoù.
Hir eo an hent, ha goustadik e cheñch ar bed, met cheñch a ra, tamm-ha-tamm, ha diviz ar FNAC a ziskouez deomp an dra-se.
Fulup Jakez
Rener Ofis Publik ar Brezhoneg
(0) 
mark kerrain Le Lundi 27 juin 2011 14:28
Kelaouiñ ar vrezhonegerien a bae tailhoù n'eo ket "skeiñ ganti dizamant".
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 2 multiplié par 7) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons