Er zoo e oamp d'ar 14 a viz Mae e Beuzid an doured, war marzoù Breizh. 25 den, o tont eus Lavreer-Botorel hag eus pelloc'h c'hoazh…laouen da welet loened a bep seurt, kig debrerien ha geot debrerien, bronneged doñv ha gouez, laboused. Digor e oa ar zoo-mañ e 1984, gant 60 loen o vevañ war 3 hektar hepken. Met hiziv ez eus muioc'h 600 loen war un dachenn 19 hektar. Unan eus palioù ar zoo eo oc'h ober war-dro al loened en dañjer e-barzh o broioù orin. Setu perak e labour ar zoo gant gevredigezhioù a zifenn al loened. E 2010 e oa graet se gant CWAF ha SOCP da skouer, evit bevliesseurted spesadoù evel gorilhed Kameroun, pe orangoutaned inizi Sumatra ha Bornéo. E-pad ar bourmenadenn hor boa tro da welet jirafenned, pelikaned, leoned, roudenneged, arzhed,… ur frikorneg gwen, nevezenti ar bloaz-mañ. Ur bern marmouzien a vez kavet er zoo ivez evel-just, evel Major, marmouz koshañ ar zoo, 49 bloaz eo ar paotr. Arabat eo bouetañ loened ar zoo evel-just met profet e oa bet madigoù d'o mignoned (da lavaret eo d'ar vrezhonegerien o doa leuniet mat ar follenn gerioù-kroaz) memestra.