Edouard Maximin : kunujennoù deuet da vezañ diamantoù
Cesaire, Glissant ... barzhed brudet, klevet e pep lec'h. Met Daniel Maximin, emit-hu ? Un den dispar, gouest da zisplegañ istor ar vro gant barzhoniezh.
Par Fanny Chauffin pour ABP le 21/08/10 15:11
Brav komzoù ar paotr, brav ar barzhonegoù Cesaire lennet gantañ. Dirak kant a dud, e ti an holl Douarnenez, oa bet displeget gantañ istor an inizi Karib, penaos oa bet mesket gant ar pobloù aloubet ar sonerezh, ar violoñ gant binvioù hengounel, Mozart gant kanerien ar vro... evit ober ur sevenadur disheñvel.
Skrivet en deus ul levr a zo bet a-bouezh evit aozadur ar festival "Géopolitique de la Caraïbe" e lec'h e vez keñveriet ar vroioù-se d'al labous bihanañ o vevañ er bed : ar c'holibri. Gant ur galon teir gwech brasoc'h eget hon hini. Se an hini eo pobl Karib : ul labous bihan kenañ gant ur galon bras meurbed.Ur bobl gouest d'ober diamantoù gant kunujennoù.
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....