Daet eo er-maez niverenn 72 An Dasson, ar gelaouenn divyezhek embannet get Kerlenn Sten Kidna. Enni e kavoc'h un teuliad anvet "Ar hentoù Lokmaria-Kaer". Jacques Madec ha Loic Marion, daou eil maer, a zo bet aterset get An Dasson. Ur pennad daouzek pajenn dezhi a zo àr an anvioù lec'h (lec'hanvadurez), skrivet get Yann Gaudion. Ar-lerc'h, c'hwi a gavo ur bourmenadenn "En dro d'ar peulvanoù" (Christian Le Meut), hag ur pennad skrivet get Daniel Carré àr an "Dihunerion e Lokmaria-Kaer". Daet a oa Loeiz Herrieù, skrivagner, barzh, kaner, e 1908, da lâr d'an dud derc'hel get ar relijion ha get ar brezhoneg... Ha 300 den a oa daet da selaou doc'htañ. Ma faota deoc'h gouiet muioc'h prenit An Dasson 72.
An Dasson niverenn 72 a vez gwerzhet 5 €, en davarn Le p'tit bar e kreiz bourc'h Lokmaria-Kaer ; e Coop Breizh (An Oriant) ; Lenn ha dilenn (Gwened) ; Breizh ma bro (An Alre) ; ar stal levrioù a-dal d'an ti-gar (An Alré) ; pe get ar Gerlenn Sten Kidna, 6 straed Joseph Rollo, 56400 An Alre, 7 € dre lizher.