Mor a dud b'an Oriant evit sonerien ha danserien Breizh
Ur wech ouzhpenn en deus graet berzh an abadenn digoust a vez pep sul noz kentañ er festival.
Par Fanny Chauffin pour ABP le 9/08/10 11:05
Brav an amzer d'ar sul 8 a viz Eost b'an Oriant, tud diniver war ar straedoù, touristed ha tud ar vro, laouen ha lorc'h enno da welout kement-se a Vretoned o seniñ hag o tibuniñ en Oriant, bagadoù ha kelc'hioù mesket, tud bro Vigouden gant tud an Aven, Tregeriz, Gwenediz, tud gwisket mod ar vro giz gwechall, 'giz vremañ ...
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....