Brav an abadenn ha bourrus e oa ar sonennoù kinniget gant skipailh an Diaoulezed (Mari, Madalen, Anjela, Gwenn, Anna, Lenig hag Awena) hag an Triorezed (Maire-Claire, Catherine ...). Kinniget oa
Par Fanny Chauffin pour ABP le 25/12/09 14:02
Brav an abadenn ha bourrus e oa ar sonennoù kinniget gant skipailh an Diaoulezed (Mari, Madalen, Anjela, Gwenn, Anna, Lenig hag Awena) hag an Triorezed (Maire-Claire, Catherine ...). Kinniget oa an abadenn gant Marilyne Mandart a gonte istorioù ur vaouez aet da zastum tonioù, hag ev bochad bolennoù chistr, gwin ruz, kafe, ha "quatre quarts" evit gallout dastum tonioù brav.
Kanet o deus an dud "Kanomp Nouel" e sal ar Madalen ba Pluigner, ha m'ho peus c'hoant tremen ur prantad dudius gant sonennoù kaer bro Gwened, 'po ken pediñ ar merc'hed da zont ba ho pro ! 02 97 56 12 87
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....