Dirak ar Poull du, brav an amzer, tud o tebriñ fritez, meskl, krampouezh. Kanaouennoù martoloded, kelc'h ar vugale Kloar, kelc'h Benodet ... Paneroù graet gant ar gevredigezh "Dre ar Wenojenn" (gant haleg, delienn-gavr, evlec'h). Dantelezh ivez. Hag e-pad 20 munutenn, Anne-Marie Colomer, Denise Lefranc, Huguette Gaudart, o kanañ tonioù ar vro ha rimadelloù, ul lod anavezet gant an arvesterien, ur mousc'hoarzh bras ganto. Trugarez d'ar skipailh Korollerien Laita da vezañ pedet tud ar vro o kanañ e brezhoneg dirak an holl. Div bladenn a zo bet embannet gant Taol Kurun gant 14 kaner. Moien zo deoc'h prenañ anezho dre lizher : taolkurun [at] laposte.net