Gant rannvro Breizh a oa bet degemeret nevez 'zo Kuzuliadeg Vedel ar Rannvroioù. En e blas reizh eo bet lakaet ar brezhoneg e-kichen ar yezhoù all.
Kuzuliadeg Vedel ar Rannvroioù a oa gouestlet er bloaz-mañ da gudenn vras tommadur an hin. Bodet e oa bet er c'hendiviz-se ouzhpenn 100 rannvro eus ar bed a-bezh d'an 29 ha d'an 30 a viz Here 2008. Kaset eo bet da benn gant Ofis ar Brezhoneg troidigezh ur c'heriaoueg a zo bet skignet e-touez perzhidi ar guzuliadeg aozet e Sant-Maloù gant Rannvro Breizh.
4 fajenn zo d'ar blegfollenn-se, anvet : “50 ger-alc'hwez ar cheñchamant hin”. Kinniget eo e peder yezh ar gerioù hag an teskanvioù a gaver warni : galleg, brezhoneg, saozneg ha spagnoleg. Lakaet e brezhoneg gant an Ofis eta. Adkavout a c'heller an holl dermenoù-se, ha kalz re all war un dro, war lec'hienn an Ofis en hon diaz roadennoù “TermOfis” : (voir le site)
Evit pellgargañ an diellig savet evit ar c'hendiviz, klikit war an arlun. Evit mont war lec'hienn ar c'hendiviz ha lenn pennad-stur an Ao. Jean-Yves an Drian, prezidant Rannvro Breizh, e brezhoneg : (voir le site)