Bremaik, ur gelaouennig hollvrezhonek embannet bep Lun war ar Gwiad! Abaoe 2004 e c'hell ar vrezhonegerien lenn pennadoù berr war lec'hienn Bremaik, a ginnig meur a rubrikenn : arzoù, sportoù, sonerezh, sinema... Pennadoù berr, aes da lenn, a vez savet bep sizhun gant ur skipailh tud a labour ivez evit ar gelaouenn Bremañ, embannet gant Skol an Emsav. 1000 lenner a ya bep sizhun da lenn pennadouigoù Bremaik. Tu zo deoc'h kas ho chomlec'h postel da: bremaik [at] free.fr hag e viot kelaouet bep Lun pa vo bet embannet ar Bremaik nevez
http://bremaik.free.fr