Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Ziwar ar brezhoneg
An Dregeriz hag ar c'hoeloiz neunt ar chañs da vevañ en un tamm deus ar vro e lec’h m’eo chomet bev mat ar Brezhoneg, daoust da bep tra, daoust da youl ar stad da lazhañ hor yezh, daoust d’an diouer a volontez gant an dilennidi da implij anezhi war
Jean-Marie Salomon pour Emgann-MGI le 22/05/06 13:27

An Dregeriz hag ar c'hoeloiz neunt ar chañs da vevañ en un tamm deus ar vro e lec’h m’eo chomet bev mat ar Brezhoneg, daoust da bep tra, daoust da youl ar stad da lazhañ hor yezh, daoust d’an diouer a volontez gant an dilennidi da implij anezhi war an dachenn bublik. Chañs meump ivez da gaout un toullad kevredigezhioù a ra war dro hor yezh ha sevenadur ar vro dre vras. N’eus ken met teurel ur sell war gannadig Al Levrig evit gwelet pegent pinvidik eo rouedad an dud a youl vat a glask derc’hel gant ar Brezhoneg evel yezh vev.

N’eus ket ur miz hep ma vefe strollad mañ strollad o c’houlenn muioc’h a blas evit ar brezhoneg er vuhez foran. Lod a c’houlenn gant gwir abeg e vefe lakaet ar brezhoneg war well en tiez-gar, lod all a heskin dilennidi hag ar re a ziviz evit kaout muioc’h a-banelloù divyezhek war vord an hentoù, en tier-kêr, e gouelioù ar Sant Loup hag all, hag all. War-lene lod deus oute a oa bet da welet An Aotroù Provost (dilennet evit ar PS hag e karg deus ar sevenadur e kuzul meur Aodoù an Arvor) o lâret dezhañ ‚ vije bet aes lakaat war-wel ar brezhoneg en tamm mañ deus an departamant.An Aotroù prezidant e unan (Claudy Lebreton) a zammlavaras ne oa ket kontrol d’ar fed digeriñ en dro pajennadoù kannadig an departamant d’ar Brezhoneg.Poellek a-walc’h ‚vije bet en ur c’houzout e embanne an hevelep strollad difenn ar Brezhoneg er c’huzul rannvro.Muioc’h evit bloaz goude : blev !

Ma‚vijemp bet o c’houlenn muioc’h a saozneg e vije bet buanoc’h an traoù moarvat. Setu ma klevomp kaoz en dro en deizioù mañ deus an istor se dindan pluenn an Aotroù Garrec kuzulier (UMP) kanton Bear e niverenn diwezhañ „Côtes d’Armor“. Hag en ivez da c’houlenn distro ar Brezhoneg er gelouennig se. A-viskoazh zo bet en UMP evel er strolladoù all unan evit c’hoari „paotr ar Brezhoneg“…. Pouez ar c’hevredigezhioù a labour diehan evit hor yezh a santer aze, moarvat. Diaes eo ankouaat padal, pegent diamzeriet e oa betek n’eus ket pell zo emzalc’h paotred an tu dehoù (dre vras) e Breizh evit hor yezh, ha n’eo ket ni avat a c’halvo un deiz bennak da votiñ evite (nag evit ar PS avat!). Met fentus a-walc’h eo gwelet An Aotroù Garrec oc’h adkemer evitañ azgoulennoù difennerien ar yezh.D’ar c’houlz mañ e seblantont c’hoari kalz war an dachenn se o tegas da soñj (ha gant gwir abeg !) promesoù toull ar „sokialourien“ diwar-benn ar Brezhoneg, pe unvaniezh hor bro.

Ur c’helenner din a lavaras din ur wezh « ho, la langue bretonne c’est comme le sexe, plus on en parle moins on en a fait…. ! » sed aze (‘skuzit ac’hanon !) ar pezh a soñjan pa glevan an Aotroù Garrec pe ar re eus ar gostezenn all o prezegenniñ diwar-benn ar Brezhoneg. Kaer em eus sellet em dielloù, na gavan tamm skrid hir ebet e Brezhoneg war traktoù an UMP, reoù o mignoned sans étiquette pe reoù paotred ha merc’hed ar PS/PC/UDB/hag ar re c’hlas skignet da vare ar votadegoù (war-vete evel just un nebeut gerioù a-rouezhius ha leun a fazioù).Rouez a-walc’h ivez eo plas ar brezhoneg e kannadigoù an tier-kêr renet gant ur gostezenn pe un all.

Ober deus ar Brezhoneg ur yezh a glotfe gant hon amzer, klevet, skrivet, komzet, lennet, desket e pep lec’h sed aze hon fal abaoe pell. Rediañ ar bolitikourien da adkemer hon mennozhioù a ziskouez ez eo ar Brezhoneg mad an holl ha n’eo ket hini ur strolladig. Arabat eo, memes tra, lezel ar Brezhoneg da vezañ un abeg d’en em chikaniñ etre politikourien mil poan gante da dremen deus ar gaoz d’an ober. E penn kentañ ma lizherig em eus graet menneg eus chañs annezidi Treger-Goeloù...’Benn nebeut o do ur chañs all : reiñ o mouezh d’ar re a zifenn ar Brezhoneg abaoe pell hag evit gwir. N’eus ket evit pell ken da c’hortoz.

Un nebeut patianted mar plij ! O c’hortoz kement se e pedan ac’hanoc’h da skrivañ d’ar c’huzul-meur evit distro ar Brezhoneg en o c’helaouenn : lemagazine [at] cg22.fr , groupe.socialiste [at] cg22.fr, groupecommuniste [at] cg22.fr , groupeopposition [at] cg22.fr .Pellgomz : 0296628541, Pelleier : 0296625006,

pe dre lizher Côtes d’Armor direction de l’information, de la communication et de la promotion 9 place du générale de Gaulle BP 2371 22023 Sant Brieg.

A-Hend all e c’halvomp an holl da gemer perzh er vanifestadeg vras a vo dalc’het e Roazhon d’ar sadorn 3 a viz even diwar galv Kuzul Sevenadurel Breizh evit ar Brezhoneg, Breizh Unvan ha galloudoù nevez evit ar vro.

Gael Roblin, (Emgann, Strollad an tu-kleiz evit Breizh Dizalc’h) emgannetre [at] no-log.org

Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 9 multiplié par 3) + 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons