golo gant Ronan Ménardeau diwar ur skeudenn gant Mindaugas Danys
golo gant Ronan Ménardeau diwar ur skeudenn gant Mindaugas Danys © CC-BY-SA-NC

Kontañ a ra Yudal ! buhez pemdeziek ur gwaz, skolaer er skol-vamm war e vicher. Ar goulennoù ha kudennoù da ziskoulmañ a zo alies en tu-hont d’e gargoù. Heñveledigezhioù ha diforc’hioù

Kontañ a ra Yudal ! buhez pemdeziek ur gwaz, skolaer er skol-vamm war e vicher. Ar goulennoù ha kudennoù da ziskoulmañ a zo alies en tu-hont d'e gargoù. Heñveledigezhioù ha diforc'hioù ouzh e genlabourerezed, e genlabourerien unyezhek, e genlabourerien skol-vamm...

Met ouzhpenn stourm ar skolaer e tizoloer hini ar skrivagner. Penaos kontañ ar vuhez-skol en ur chom feal d'ar wirionez ? Peseurt plas reiñ d'ar yezh ? Penaos en em zizober eus ar mojenn(où) ? Eus e vinorelezh evit chom hep treuzkas ar santimant-se d'ar vugale hag a zo ar pep pouezusañ evitañ ?

130 p. ; 13 x 20 cm

12¤

ISBN 978-2-7368-0097-0

Skignet gant CoopBreizh

Kuzul ar Brezhoneg

Pal Kuzul ar Brezhoneg zo lakaat an obererezhioù da glotañ, kenlodennañ al labour, kas war-raok, strollañ ha kreñvaat ar re a labour e brezhoneg er bed sevenadurel.
Kuzul ar Brezhoneg a stroll hag a vod abaoe 1952 kevredigezhioù a ya en-dro e brezhoneg war dachennoù liesseurt: an embann, ar c\'helaouennoù, ar yezh, an darempredoù etrekeltiek hag etrevroadel.
Pep kevredigezh ezel eus Kuzul ar Brezhoneg a chom dieub e pep keñver hervez ar pal dibabet ganti. Kuzul ar Brezhoneg n\'eo nag un ti embann nag un aozadur da gelenn brezhoneg. Ul lec\'h hag ur skoazell eo d\'ar c\'hevredigezhioù n\'o deus den gopret ebet evit kas da benn, aesaat ha micherelaat o labour. Kas a ra war-raok ul labour sevenadurel e brezhoneg en diavaez da gement strollad politikel.

Digor eo ivez Kuzul ar Brezhoneg d En savoir plus