O paouez embann « La semaene ao Frere Arturo » emañ an embannadurioù OLEPEI. Un droidigezh eus penn-oberenn Youenn Drezen eo al levr-mañ evel-just, an trede goude ar c’hastillaneg hag ar saozneg.
Un dra a-bouezh ouzhpenn evit Yann-lenner : tu zo klask pep ger digomprenet end-eeun war ar geriadur enlinenn eus an « Académie du Gallo » :
http://www.academie-du-gallo.bzh/ADG/site-fr/gallo/gallo-dictionnaires.html
Possubl eo ivez goulenn adalek lec’hienn an embanner. A-ziwar ur c’henlabour etre OLEPEI hag an « Académie du Gallo » eo posubl an dra-se, un dra dibar e bed ar yezhoù bihan, hervezh pezh a ouzomp, d’an nebeutañ.
Ur gevredigezh spisializet e embannadur levrioù e galloeg eo OLEPEI en ur yezh lennegel ha gant ur skritur unanet