Sachit gant ho stilo pluñv ha bezit prest da duañ paper ! Yezhoù ar c'hurun (aozet gant 'langues du tonnerre', kelaouenn 'hopala', kevredigezh ABAAFE). Ul lec'h en ho puhez » eo tem eizhvet dastumadeg kevredad vrestiz

Sachit gant ho stilo pluñv ha bezit prest da duañ paper ! :

Yezhoù ar c'hurun (aozet gant 'langues du tonnerre', kelaouenn 'hopala, kevredigezh ABAAFE)

« Ul lec'h en ho puhez » eo tem eizhvet dastumadeg kevredad vrestiz « yezhoù ar gurun ». Evel beb bloaz e vo skignet 500 skouerenn eus ul levrig gant sikour kelaouenn Hopala, enni testennoù en holl yezhoù a vez komzet war ar pemdez e Brest ha trowardro. E miz Ebrel e vo un veilhadeg liesyezh, ma vije roet tro da beb hini da zibunañ e skrid en e yezh bemdeziek koulz hag e galleg. Tro vo ivez da dañva livioù ha tonioù eus ar bed holl. D'an 13 a viz Mezheven e vo diskouezhet e Brest ar skridoù war un ton bras da-geñver festival « yezhoù ar bed ». Klask zo war skridoù brezhonek ha gallaouek da reiñ an diskan d'ar bravig a yezhoù finneg, thai, swahileg ha mareadoù all !

Kasit ho skridoù (450 gêr d'ar muiañ) araog ar 15 a viz C'Hwevrer da nolwenn-cointo@yahoo.fr.