Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Yes Scotland
Puilh eo ar c'heleier er mare-mañ ! Setu raktres dic'hortoz Nadoz-Vor Embannadurioù ! Skoazellit ac'hanomp evit ma zeufe ar vandennad-treset-mañ er-meaz a-raouk an 18 a viz Gwengolo !
Par Embannadurioù Nadoz-Vor pour Nadoz-Vor Embannadurioù le 22/08/14 0:50

Puilh eo ar c'heleier er mare-mañ ! Setu raktres dic'hortoz Nadoz-Vor Embannadurioù ! Skoazellit ac'hanomp evit ma zeufe ar vandennad-treset-mañ er-meaz a-raouk an 18 a viz Gwengolo !

Met petra fell d'ar vroadelourien skosat kaout ? Er Rouantelezh-Unanet abaoe tri c'hantved, bet he doa bet bro-Skos e dibenn ar bloavezhioù 1990 un emrenerezh strizh pa oa bet savet ur parlamant ha staliet ur gouarnamant e Dùn Èideann (Edinburgh). Met ne voe ket trawalc'h da Alex Salmond, e penn Strollad Broadel Skos (SNP). Diwar miradoù eoul-maen Mor an Hanternoz e c'houlenn ministr kentañ bro-Skos, a zo aet ar maout gantañ e dilennadegoù 2011, ma vo dizalc'h e vro. Goude bezañ prometet e vo dalc'het ar rouanez da benn-Stad, e vo lezet an dud da vont ha da zont etre bro-Skos ha bro-Saoz hag e vo miret al lur sterling, deuet eo a-benn ar strollad eus an tu Kreiz Kleiz-se, diforc'h-mat eus strolladoù broadelour pe dizalc'hour all en Europa, da c'hervel d'ur referendum d'an 18 a viz Gwengolo 2014. N'eus forzh petra vo an disoc'h, ne vo ket mui ar Rouantelezh-Unanet evel m'emañ bremañ.

Olivier Hengsen a zo gazetenner e Dùn Èideann* e Bro-Skos. Kemer a ra perzh er mediaoù gall evel RFI, Libération, Le Soir, hag e-barzh kelaouennoù arbennik diwar-benn an energiezh.

Daniel Casanave a zo o choum e Reims. Tresour eo evit kelaouennoù, skeudenner evit ar re yaouank, skrivagner bandadennoù-treset.

* Dùn Èideann e gouezeleg skos, Edinburrie/Edinburra/Edimbrae e skoteg, Edinburgh e saozneg.

Yezh : brezhouneg

Doare : enklask/istor/politikel

Evit piv : krennarded ha tud deuet

Niver a bajennadoù: 32

Ment : 186x242mm

ISBN : 979-10-93241-04-3

Emañ an ti-embann nevez Nadoz-Vor Embannadurioù o rastellat arc'hant evit gallout embann an eurioù-mañ.

Awenet eo hor raktres gant ar c'hrowdfunding, un doare dazeilad ha kendred da arc'hantaouiñ a-stroll evit skoazell ur raktres talvoudus hervez mennozhioù an dud. Rak maread a raktresoù dedennus a choum bout dre ma vank moneiz dezho. Skoazellañ, kemer perzh ha skignañ ar raktres-mañ a sikouro Nadoz-Vor Embannadurioù da vont da benn. Gallout a reoc'h reiñ ar pezh a fell deoc'h.

Anv:……………………………………… Anv-bihan:……………………………

Choumlec'h:……………………..………………………………………………….

Kod Post:…………………………Kear:……….…………….Bro:……………….

Postel:……………………………………… Pellgomz:…………………..………

Nadoz-Vor Embannadurioù

Boest-Lizhiri BP 40

29860 Plabenneg

Skrivit deomp, roit ho ali ma fell deoc'h. Respountet e vezo deoc'h gant plijadur.

Chekenn da lakaat e anv Nadoz-Vor Embannadurioù. Ar sammad roet a choumo miret strizh keit ma ne vezo ket rastellet a-walc'h a voneiz evit dont a-benn eus ar raktres.

Nadoz-Vor Embannadurioù a zo un ti-embann yaouank savet da vat e 2013. Bezañ un ti-embann a Vreizh hollek ha ledan a fell deomp, gant levrioù a-bep seurt: lennegezh Vreizh, lennegezh estren, levrioù polis ha skrij, skiantoù an den, dielloù, Istor, hep disoñjal ar re evit ar yaouankiz pe al levrioù kaer. (voir le site)
[ Gwelout pennadoù all Nadoz-Vor Embannadurioù]
Vos 3 commentaires
Alan Le Vendredi 22 août 2014 08:39
Hag e brezhoneg e vo an albom bannoù-treset-se ?
(0) 
Nadoz-Vor Embannadurioù Le Vendredi 22 août 2014 09:03
Ya evel-just !
(0) 
SPERED DIEUB Le Samedi 23 août 2014 00:51
an tammig histor kri e oa an traou e amzer se ivez
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 0) ?

ABP

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons