Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Yanneutch, ur soner bourrapl, ur skolaer dispar
Yanneutch, ur soner bourrapl, ur skolaer dispar
- Chronique -
Yanneutch, ar pennsoner, ar skolaer, ar mignon falc'het da 52 vloaz
Setu testenn Kerlenn Pondi evit enoriñ ur paotr yaouank c'hoazh, hag a zo bet ken pouezus evit kement a vugale ba skol Diwan Pondi, o lakaat anezhe da zañsal, da ganañ, da seniñ er bagad. Enor rentet gant Eflamm Louis, ur paotr yaouank bet skoliad dezhañ.
Fanny Chauffin Par Kerne Multimédia le 7/05/21 20:25
bagad Pondi :
Réalisation :
(3 378 vues)

Setu testenn Kerlenn Pondi evit enoriñ ur paotr yaouank c'hoazh, hag a zo bet ken pouezus evit kement a vugale ba skol Diwan Pondi, o lakaat anezhe da zañsal, da ganañ, da seniñ er bagad. Enor rentet gant Eflamm Louis, ur paotr yaouank bet skoliad dezhañ.

Kerlenn Pondi

Un dristidigezh eo hiriv evit ar Gerlenn gwelet Yannig Audran é vonet da varadoez ar sonerion.

E penn ar bagad e oa bet e-pad gozik dek vlez er bleziadoù 90. A drugarez dezhoñ ema bet ar ar prantad-se unan ag ar re vravañ evit ar Gerlenn.

Ha pa vehe er Gerlenn pe e Skol Diwan Pondi, e enoramp ar youll bet roet getoñ evit treuzkas pasion ar sonerezh, ha karantez ar yezh hag ar vro. Ur skouer eo bet evit lod-kaer arc'hanomp. Evit ar re o deus en anavet e chomo Yannig ur sonour ag ar re ampartañ hag un den vre ha mad.

Da viken e chomo en hor divskouarn son flour e vouezh ha kani e vombard.

A galon eh omp get e familh ha get an dud kar dezhoñ.

Ur lid a vo dilun da 10e30 e sal kêr Klegereg.

________

C'est avec beaucoup de tristesse et d'émotion que nous disons au revoir à Yannig Audran, qui nous a quitté hier.

Nous tenons à rendre hommage à celui qui fut penn soner du bagad pendant près de 10 ans, et qui aura fait vivre dans les années 90, certainement les plus belles années de la Kerlenn, en hissant le bagad toujours vers le haut.

Il a su transmettre, à toutes les générations de l’association et à tous ces enfants qu’il a fait grandir en tant que fondateur et directeur de Skol Diwan Pondi, sa passion pour la musique, son amour pour la langue, son bonheur d'être d'ici…

Il était un modèle d’humanité, d’humilité et de virtuosité, pour nous tous. Nous pensons à tous ses proches qui font partie de la grande famille Kerlenn Pondi.

Un dernier hommage lui sera rendu lundi à 10h30 à la salle communale de Cléguérec

Kenavo deoc'h Yannig !

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia
Vos 1 commentaires :
penn kaled Le Samedi 8 mai 2021 18:36
Ur goll bras evit ar vro ,ra 'vo skañv douar Breizh evitañ.
(0) 

Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 8 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons