
Get Yann Bijer eo aet priz lennegel Sten Kidna-Le long cours du Bono disadorn paseet, evit e romant Torrebenn. Lañset e oa bet ar priz-mañ e 2009 a-benn loreiñ
Get Yann Bijer eo aet priz lennegel Sten Kidna-Le long cours du Bono disadorn paseet, 24 a viz Meurzh, evit e romant Torrebenn. Lañset e oa bet ar priz-mañ e 2009 a-benn loreiñ ul levr faltazi (romant pe danevelloù) embannet a-nevez. Jean Lutrot, eil maer ar gumun, en deus roet e briz d'ar skrivagner Bigouter. A-unvouezh en doa votet Juri ar priz e brezhoneg (ennañ 9 den a vro an Alre), evit ar romant istorel é plediñ get emsavadeg ar bonnedoù ruz e Bro Vigouden (1675). Embannet eo bet Torrebenn e 2011 get Al Liamm. E miz Geñver en doa tapet romant Yann Bijer priz Frans 3 / Ofis ar brezhoneg dija. Evit ar pezh a sell doc'h ar priz e galleg - priz Bernard Moitessier - eo aet ar maout get Bretons des Kerguelen (embannet get Yoran Embanner), skrivet get Ronan Larvor – kazetenner ha brezhoneger ivez ! . 700 € a yay get pep skrivagner, profet dezhe get kumun Ar Bonoù.Kerlenn Sten Kidna, 6 straed Rollo, 56400 An Alre. 02 97 29 16 58. STENKIDNA2@wanadoo.fr
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !