1583 vues

Goulennet gant kreizenn Amzer Nevez evit kantved deiz-ha-bloaz marv Yann Ber Kalloc'h, barzh enez Groé, krouidigezh nevez Yann-Fañch a ziskouez pegen kalet oa buhez ar moraerien.

Goulennet gant kreizenn Amzer Nevez evit kantved deiz-ha-bloaz marv Yann Ber Kalloc'h, barzh enez Groé, krouidigezh nevez Yann-Fañch a ziskouez pegen kalet oa buhez ar moraerien.

Aterset gant ur skolajiad, ar c'haner brudet a ya pelloc'h eget ar pezh vez klevet gantañ : "n'eus ket mezh ken da gomz brezhoneg hiziv, me oara petra eo ar vezh, daou-ugent vloaz zo oa ket aes da gomz brezhoneg". Hag e daoulagad an arzour e vez gwelet al loc'h hag al laouenedigezh da gomz gant un den yaouank, hag evitañ, 'benn ar fin, eo Yann Ber Kalloc'h un digarez evit eskemm gant tud a gomz brezhoneg, yaouankizoù ar vro...

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....