Put your name here

Priz ar vugale 2021 roet e skol Diwan An Oriant
Priz ar vugale 2021 roet e skol Diwan An Oriant
Chronique
Aet eo ar maout gant Yann-Fañch Jacq evit "War an hent", Priz ar Vugale 2021
Sioul e oa ar c'hlasad devezh diwezhañ ar skol e Diwan An Oriant. Sioul ivez an daou skrivagner deuet da lenn ur pennad tennet eus o levr "War an hent evit Yann-Fañch Jacq ha "Kele...yer" evit Muriel ar Morvan.
Chronique de Kerne Multimédia

Publié le 9/07/21 0:11 -- mis à jour le 09/07/21 00:11
Priz ar Vugale e skol Diwan an Oriant :
Réalisation : Féa
(30 vues)

Sioul e oa ar c'hlasad devezh diwezhañ ar skol e Diwan An Oriant. Sioul ivez an daou skrivagner deuet da lenn ur pennad tennet eus o levr "War an hent evit Yann-Fañch Jacq ha "Kele...yer" evit Muriel ar Morvan.

Kroget e oa bet Priz ar Vugale pevar bloavezh goude Priz ar Yaouankiz evit ar re vrasañ (6vet/lise), e 2008. 58 levr a zo bet embannet gant Keit Vimp Bev gant un aozadur meret gant ar gevredigezh Fea, hag a ra war dro kenstrivadeg haiku Taol Kurun, c'hoarioù e koad, filmoù berr.

Pevar levr oa war ar renk, hini Pierre-Emmanuel Marais "Barrek !", hini Kristian ar Braz "Ar gurunenn", ivez.

Plijet holl skolioù (dek anezho etre An Oriant, Gwenramm, Lannuon, Lanniliz, ...) gant al levrigoù, aes da lenn evit skolioù dre soubidigezh, diaesoc'h mod all. Gant ur skolaerez boaz da gemer perzh int bet degemeret, ha benn bloaz e vo kenaozet ganti c'hoarioù evit ar skolaerien. Pep levr a vo, evel ar re all en dastumadeg enrollet gant Sten Charbonneau ha lakaet war you tube, TV Bro Kemperle, play list : Priz ar Vugale. 1- War an hent, Yann-Fañch Jacq. Bugale a gav hir o amzer en oto hag a grog da soñjal emañ spierien en oto a heul anezho...

2- Barrek, Pierre Emmanuel Marais. Ur repuad degemeret e Breizh, o keginañ. Un doare da zeskiñ e vez tud kengred ha tud barrek ha ne vez ket komzet kalz diwar o fenn...

3- Kele...yer gant Muriel ar Morvan. Un istor fentus gant yer speredek o tifenn ar gleud hag o chaseal al louarn (istorioù gwir dastumet gant ur vamm gozh a gendalc'h da labourat e-pad he vakansoù... kar kazetennerez eo !)

4- Ar gurunenn, Kristian ar Braz. Pa vez ar gurunenn kad da lakaat ur c'houblad da adskoulmañ liammoù karantez...

'Benn bloaz e vo kinniget pevar levr nevez skrivet gant Denise Le Franc (heuliad Pikez blev ruz hag Avanturioù Zett), Mai Ewen (War vordig Ster Izol), Mouk, gant Maiwen Morvan, ha Soñjoù du Mamm gozh gant Fulupig an Du. Peadra da c'hoarzhin, da gaout aon, da lenn gant plijadur...

Voir aussi :
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 5 multiplié par 6 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.