Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Communiqué de presse -
Yalc'hadoù Skoazell evit an danvez kelennerien : kinnigit hoc'h anv a-raok an 29 a viz Mae !
Evit harpañ stummadur ar studierien a brient ar c’henstrivadegoù evit mont da gelenner divyezhek galleg-brezhoneg, emañ ar Rannvro o paouez krouiñ ur yalc’had rannvro nevez.
Par Odile Bruley pour Region Bretagne le 21/06/11 12:10

Evit harpañ stummadur ar studierien a brient ar c’henstrivadegoù evit mont da gelenner divyezhek galleg-brezhoneg, emañ ar Rannvro o paouez krouiñ ur yalc’had rannvro nevez. Kinnigit hoc’h anv a-raok an 29 a viz Mae 2011 !

C'hoant hoc'h eus da vont war ar vicher kelenner divyezhek brezhoneg-galleg er c'hentañ pe en eil derez, en unan eus an tri hentad (publik, prevez, Diwan) ?

Ar studierien brezhonegerien, tapet ganto un aotreegezh pe n'eus forzh peseurt diplom kendalvoud a ro gwir da dremen kenstrivadegoù ar c'helenn divyezhek, a c'hall hiviziken goulenn kaout ar yalc'had "Skoazell" krouet gant Rannvro Breizh. Evit talañ d'ar c'hudennoù tuta, evit gwir, eo bet kreñvaet ar wikefre rannvroel evit harpañ stummadur an dud da vont war ar vicher kelenner divyezhek, a-benn aesaat treuzkas ar yezh. Menegomp ivez eo bet astennet ar yalc'hadoù a veze roet dija gant KSDS da dud all : kelennerien unyezhek gant un ehan stummañ evit gallout kelenn en hentad divyezhek, tud a glask ul labour all.

(voir le site)

Voir aussi sur le même sujet : breton
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 7) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons