Ur diskouezadeg livadurioù zo kinniget en davarn Ar Memestra e Roazhon gant Nadege Noisette, studierez gant Sav-Heol. "A-hed ar gerioù" eo anv an diskouezadeg, ha brezhoneg a weler en he zaolennoù.
Krouet eo bet gant ur plac'h , dizoloet Breizh ganti, hag he deus c'hoant da ziskouez ar pezh a blij dezhi e Breizh.
Tri zra, emezi, a gaver dreist-holl en taolennou-se: ar mor, ar yezh, an dud. Ar mor, rak unan eus perzhioù heverk Breizh eo da Nadège, a blij dezhi ar maezoù a-hed an aodou ! Ar sevenadur zo kinniget a-dreuz sonerezh hag Ar yezh, a gaver en taolennoù, mesket gant ar sonerezh, div zremm bouezus ar sevenadur An dud e Breizh, a zo digor o spered, emezi. Pep taolenn zo diwar benn unan eus an tem-se ha graet eo gant geriou, liviou flamm hag un danvez adaozet all evel traezh, kordenn, kazetenn pe polistiren.
M K