Sinet eo bet ar garta gant André Guillou, maer Sant-Evarzeg, dirak Yannig Menguy, ezel eus kuzul-merañ an Ofis. Divizet eo bet gant ar gumun kas 8 ober da benn dindan 2 vloaz

Sinet eo bet ar garta gant André Guillou, maer Sant-Evarzeg, dirak Yannig Menguy, ezel eus kuzul-merañ Ofis ar Brezhoneg.

Divizet eo bet gant ar gumun kas 8 ober da benn dindan 2 vloaz.

Dre m'eo pal ar gumun sevel un diorren padus d'ar brezhoneg e vo graet un enklask e-touez servijoù an Ti-kêr evit anavezout gwelloc'h barregezhioù hag ezhommoù an implijidi evit a sell ouzh ar yezh.

Kentelioù tañva d'ar brezhoneg a vo aozet e skolioù ar gumun.

Mod-all e vo klasket gant an Ti-kêr gwellaat plas ar brezhoneg dre sevel kartoñsoù-pediñ pe baper-lizher divyezhek. Staliet e vo plakennoù divyezhek bewezh ma vo tro da nevesaat pe da grouiñ straedoù ha lodennaouegoù nevez ha kement panell-heñchañ nevez a vo divyezhek ivez.

Kroget eo gant al labour dija hag emichañs e vo kemeret prim gant Sant-Evarzeg an hent da dapout live 2 ar garta.

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus