D’ar Yaou 6 a viz Kerzu 2007 e oa bet roet da Embannadurioù an Amzer e Naoned an testeniekadur Ya d’ar brezhoneg evit an oberoù bet sevenet ganto evit ar brezhoneg.  

D’ar Yaou 6 a viz Kerzu 2007 e oa bet roet da Embannadurioù an Amzer e Naoned an testeniekadur Ya d’ar brezhoneg evit an oberoù bet sevenet ganto evit ar brezhoneg.

 

 

Gounezet e oa bet gant an ti-embann-mañ unan eus Prizioù rannvroel Dazont ar brezhoneg e miz Mae 2007. Embannadurioù an Amzer, a embann ingal levrioù skol-veur pe lezskol war tachennoù al lizhiri, ar yezhoù pe skiantoù an den, o deus tapet hiviziken al label live unan « skoazell d’ar brezhoneg » en emglev Ya d’ar brezhoneg.

A-benn kaout al label-mañ e oa bet kaset da benn gant an embregerezh 5 ober dibabet e-touez ul listennad oberoù kinniget gant live kentañ an emglev.

An pevar ober kaset da vat eo ar re-mañ : embann en div yezh kartennoù-hetoù, kartennoù-bizit, paper lizher talbennet ha plaketennoù brudañ. Ar pempvet ober a laka war wel al labour dibar graet gant an ti-embann pouezus-mañ, dezhañ ur c’hatalog stank hag a-zoare, a embann levrioù brezhonek dic’hortoz, evel al levrioù Manga pe c’hoazh levrioù leun a fent evit deskiñ kaozeal brezhoneg.

Ret eo lavaret ivez emañ Thierry Jamet hag Hélène Dupuis, renerien an ti-embann, o teskiñ brezhoneg. Ha plijout a rafe dezho degemer stajidi brezhonegerien en o embregerezh ivez.

Hep mar na marteze e vo al label-mañ evito ur c’hammed kentañ war-zu traoù all evit kas ar brezhoneg war-raok.

 

Editions du Temps – Embannadurioù an Amzer, 22 rue/straed Racine 44000 Nantes/Naoned : http://www.edutemps.fr

 

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus