Put your name here

Iliz-Veur Kastell-Paol - Lec'hienn emgann Kergidu - Chouaned o stourm
Iliz-Veur Kastell-Paol - Lec'hienn emgann Kergidu - Chouaned o stourm

Agenda
War roudoù emgann Kergidu
War roudoù emgann Kergidu. D’ar Sadorn 29 a viz Ebrel 2023 – Kastell-Paol – Plougouloum – Trelaouenan – Kleder – Berven (lusket gant Rafael Urien)
Agenda de Kevredigezh Vrezhon

Publié le 5/04/23 22:48 -- mis à jour le 28/04/23 00:04
Date de l'évènement : le 29/04/2023 à 14 h à KASTELL-PAOL

D’ar Sadorn 29 a viz Ebrel 2023 – Kastell-Paol – Plougouloum – Trelaouenan – Kleder – Berven (lusket gant Rafael Urien) Goude un troc’h abalamour da emvac’hadennoù ar C’hovid e lidimp adarre hevlene emgann Kergidu (gant ur miz bennak a zale).

E miz Meurzh 1793 e save poblañs Gorre Leon, renet gant Klaod Gabriel a Gerbalaneg, a-enep d’ar republikaned c’hall, ar jeneral Canclaux pergen en o fenn. Goude kabaduilh Kastell-Paol ar Meurzh 19 ez a an emsavidi d’en em aozañ e Plougouloum. War-nes int d’ober o stal d’ar republikaned c’hall deuet war o lerc’h e-kichen pont Kergidu, pa’z eo ar C’hallaoued saveteet a-benn ar fin gant o c’henseurted o tegouezhout eus Lesneven, d’ar Sul 24.

Kreñv eo chomet koun an emgann e-touez Leoniz, ken ma skrivas Lan Inizan tri c’hard kantved goude an darvoudoù un danevell anezho. Daoust d’ar pezh a greder alies, n’eo ket oberenn Lan Inizan lennegezh hepken. Ur vammenn Istor eo ivez, da geñveriañ gant dielloù all.

Evit an 4re gwech, ha goude un troc’h, e lidimp hevlene an darvoud-mañ.

Erbediñ a reomp deoc’h, a-raok dont, lenn :

-Lan INIZAN, Emgann Kergidu (embannadurioù Al Liamm), Levrenn I, Pennadoù 13 (darvoudoù Kastell-Paol) ha 14 (emgann Kergidu) ; Levrenn II, Pennad 17 (goude an emgann, repu e koadoù Kermengi)

-Rafael Urien, "Emgann Kergidu : eus al Lennegezh d’an Istor", Aber 22 (Goañv 2005), p.514-556

Aozadur an devezh :

-2e goude merenn : displegadenn war ar c’henarroud Istor, e tavarn ar "Parvis", Kastell-Paol (e-kichen an Iliz-Veur)

-da c’houde (mard eo brav a-walc’h an amzer) : loc’hañ eus Kastell-Paol gant kirri-tan war-zu Plougouloum ha Kergidu, gant arsavioù war an hent ha displegadennoù war al lec’hioù

-degouezhet e pont Kergidu : kerzhadeg gant displegadennoù war lec’hioù an emgann, ha goude war-zu Trelaouenan, koadoù Kermengi (Kleder) ha Berven (Gwitevede)

-evit ar re a blij dezho : pred e milin Kergidu (gallout a reer mirout : preti "Le Moulin de Kergidu", 02 98 79 35 44, moulindekerguiduff [at] gmail.com ; komz galleg ouzh tud an davarn)

Ma n’oc’h eus ket a garr-tan, pe na fell ket deoc’h mont betek Kastell-Paol gant hoc’h hini, e c’hallit bepred goulenn diganeomp hag-eñ e vefe tud prest da genweturiñ ganeoc’h. Trugarez neuze da gemenn deomp mard emaoc’h e soñj dont gant pe hep karr-tan

Aozet gant ar Gevredigezh vrezhon ; titouroù : kevredigezhvrezhon [at] yahoo.ie

Voir aussi :
4  0  
mailbox
imprimer
Mennet eo ar Gevredigezh vrezhon da grouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt : displegadennoù mareadek war dodennoù lieseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…), c’hoariva, festoù-noz, mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi… Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh ha Breizh hag ar broioù keltiek all Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal “Kevredigezh Vrezhon“…Mard oc’h deuriet gant hon embregadenn e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho kornvro
Gwelout pennadoù all Kevredigezh Vrezhon
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 3 multiplié par 4 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.